Inizi Árainn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svg Arabat kemmeskañ an inizi-se gant Árainn Mhór e kontelezh Dún na nGall, pe gant Eilean Arainn, un enezenn eus Bro-Skos.
Inizi Árainn, en Iwerzhon.
Inizi Árainn.

Inizi Árainn (hervez an anv iwerzhonek Árainn, Oileáin Árann[1]) pe inizi Aran (hervez an anv saoznek Aran Islands) zo inizi war aod kornôg Iwerzhon.

Teir enezenn zo dreist-holl, e Bae Gaillimh. An hini vrasañ eo Árainn (Mhór) pe Inis Mór (Inishmore e saozneg), er c'hornôg [2]. An enez kreiz eo Inis Meáin (Inishmaan), hag an hini vihanañ, er reter, eo Inis Oírr (Inisheer).

Mont a c’haller d’an inizi adalek an douar-bras gant bigi a loc’h diouzh porzh Ros a' Mhíl, e kontelezh Gaillimh, porzh Gaillimh e-unan, pe porzh Dúlainn e kontelezh An Clár, pe gant kirri-nij a zibrad en Indreabhán, e-kichen An Spidéal. Etre an enezeg hag Indreabhán, al lec'h tostañ war an douar-bras ez eus 12 km, hag etre Inis Oírr ha Dúlainn ez eus 15 km.

A-gozh eo tudet an inizi, ha pa vefe kalet ar vuhez enno. E lec’hiennoù evel kreñvlec’h Dún Aonghasa ez eus bet kavet traezennoù eus Oadvezh an Arem hag Oadvezh an Houarn. Kerkent hag ar VIvet kantved e oa an enezeg unan eus lec’hioù kreñv ar gristeniezh en Iwerzhon, gant sant Éanna (marv war-dro 530) o tiazezañ e vanati eno, pe c'hoazh sent Rónán, Ciarán ha Caomhán.

Er Gaeltacht emañ inizi Árainn. Unan eus lec’hioù kadarnañ an iwerzhoneg int chomet betek-henn, dre ma’z int rannet diouzh an douar-bras ha ma vez diaes an darempred dre vor gant an inizi e-pad ar goañv. Betek fin an XXvet kantved e oa iwerzhonegerien unyezhek eus tud koshañ an enezeg. Ha dont a ra tud e-leizh da zeskiñ pe da beurzeskiñ ar yezh en inizi, e-pad an hañv dreist-holl. Touristed all a zeu a-fonn ivez, da sellet ouzh an tornaodoù serzh pe ouzh al lec'hiennoù ragistorel savet gant mein.

Tud[kemmañ]

E-touez an dud genidik eus an enezeg zo bet tapet brud ganto e c’haller menegiñ ar skrivagner Liam Ó Flaitheartaigh pe Liam O'Flaherty (1896-1984), eus Inis Mór, pe ar barzh Máirtín Ó Direáin (1910-1988) eus Inis Mór ivez.

Tud na oant ket genidik eus an inizi o deus kavet o awen enno ivez, evel ar filmaozour stadunanat Robert J. Flaherty, pe ar skrivagner iwerzhonat John Millington Synge.

Aod Inis Mór
Mogerioù mein en-dro d'ar parkeier en Inis Oírr

Notennoù[kemmañ]

  1. Gramadach na Gaeilge agus litriú na Gaeilge - An caighdeán oifigiúil, seizhvet embannadur, 1979, p. 147
  2. Árainn eo anv ofisiel an enezenn vras. Abaoe an XIXvet kantved e reer, e saozneg, gant an anv Inishmore, ijinet gant kartennourien an amzer-se, evit he diforc’hañ diouzh an enezenn anvet Árainn Mhór e kontelezh Dún na nGall. Ar skrivad iwerzhonek Inis Mór a implijer muioc’h-mui bremañ, e saozneg koulz hag en iwerzhoneg. An anv-se a gaver er Wikipedia iwerzhonek.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.