Impalaeriezh trevadennel Danmark

Eus Wikipedia
Kêrioù iskevandir Indez dalc'het gant Europiz, eus ar XVIvet betek an XVIIIvet kantved.
Fort Dansborg, e Trankebar.

Impalaeriezh trevadennel Danmark eo an trevadennoù (De danske kolonier e daneg) he deus bet Danmark, adal 1536 betek 1953, en Afrika, Azia, Europa ha Norzhamerika.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar roue Christian IV Danmark, anezhañ Roue div rouantelezh Danmark ha Norge, a roas lusk d'an trevadenniñ danat er XVIvet kantved.

Iskevandir Indez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trevadenn gentañ Danmark e-maez Europa a voe diazezet e su iskevandir Indez e Trankebar. Meur a hini all a voe digoret etre ar XVIIvet hag an XIXvet kantved.

E 1755 e taolas Danmark he dorn war gêriadenn Serampore (Frederiksnagore), ha diwezhatoc'h war gêrioù Achne ha Pirapur, ur 25 km en hanternoz da Golkata.

E 1829 e voe digoret ur skol-veur danat e Serampore, bepred digor hiziv.

E 1845 e voe gwerzhet Trankebar hag ar c'hêrioù all da Impalaeriezh Breizh-Veur.

E 1868 e voe gwerzhet dezhi an Inizi Nikobar.

Afrika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Afrika e talc'he Danmark un toullad kreñvlec'hioù, e Ghana (Osu, a voe adanvet Christiansborg, Takoradi). E 1850 e voent gwerzhet holl da Vreizh-Veur, ma'z ejont d'ober ar Goldcoast, un drevadenn vreizhveuriat.