Iliz Satan

Eus Wikipedia

Iliz Satan (saozneg Church of Satan) a zo un aozadur didoueour gouestlet d'ar satanouriezh hervez Bibl ar Satanouriezh skrivet gant Anton Szandor LaVey e 1969.

Diazezet emañ kredennoù an Iliz dre vras war Satan pe Satanaz ar gKristeniezh, o kelenn ober dres ar c'honrtol diouzh ar pezh e vez kelennet gant ar relijionoù hengounel, dreist-holl dre disklêriañ emañ pep hini e karg eus e vuhez hag e dazont ha n'emañ kiriek nemet outañ e-unan.


N'eo ket evite neuze Satan un doare enep-doue a dlefer pep hini sentiñ outañ, met kentoc'h ez eo ar stanouriezh un hent relejiel "kleizour" a gas an dud war hent an emanaoudegezh drezi o-unan a dre ober diouzh o c'hoantoù hep soñjal er re all nag en un doue bennaket, forzh pehini e vefe.

Krouet e oa bet an Iliz e San Francisco d'an 30 a viz Ebrel, da geñver Gouel ar Gwrac'hed, e 1966 gant Anton Szandor LaVey, bet Beleg Meur an Iliz betek e varv e 1997.

Anton Szandor LaVey

Nac'hañ e ra an Iliz ar statud didailh er Stadoù-Unanet a c'hellfe kaout dre wir evel iliz m'emañ rak krediñ a ra e dlefe pep hini bezañ kiriek dezhañ e-unan evit ar pezh a ra.

Ne glask ket izili nevez dre vrudañ an Iliz, ha pep ezel nevez a rank bezañ ouzhpenn 18 vloaz. Ret eo ivez da izili an Iliz sentiñ ouzh lezennoù ar vro e lec'h m'emaint o chom.

Goude marv LaVey e 1997 e voe staliet e wreg Blanche Barton e penn an Iliz ha kenderc'hel a ra hounnezh da labourat gant an Iliz. E 2001 avat e roas he fost d'ur c'houblad izili abaoe pell Peter H. Gilmore a deuas da vezañ Beleg Meur an Iliz gant Peggy Nadramia da Velegez Veur.

Sêzva an Iliz emañ hiziv e New York e-lec'h m'emañ ar c'houblad Beleion Veur o chom.

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]