Hwicce

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Hwicce
Rouantelezh ar Hwicce
Flag
VIIvet kantved – 780 Flag
Location of Hwicce
Tachen ar Hwicce
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Hen Saozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet goude aloudabeg ar rannvro gant an Angled VIIvet kantved
 - staget ouzh Mercia 780

Hwicce a oa rouantelezh ur meuriad angl-ha-saoz a glote he zachenn gant hini Eskopti Worcester. En o dalc'h e vije bet kontelezh Worcestershire (nemet an hanternoz anezhi), Gloucestershire (war-bouez Koadeg Dean), mervent Warwickshire ha rannvro Bath.[1]

Un truaj a 7.000 hid a baee, hervez an Tribal Hidage.

Anv Hwicce a lenner en lec'hanvioù evel Wychwood en Oxfordshire, Whichford e Warwickshire, Wichenford ha Wychbury Hill e Worcestershire ha bann Wychavon e Worcestershire.

Istor[kemmañ]

Ouzh tachenn meuriad predenek kozh an Dobunni e klot rouantelezh ar Hwicce.[2] Brezhon e oa bet chomet ar rannvro er c'hantved kentañ goude disparti ar Romaned war a seblant hag-eñ e tiskouez bezioù pagan hag añvioù-lec'h o-doa en em staliet Angled er rannvro dija[3]

Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saozon e c'hounezas Ceawlin eus Wessex un emgann e 577 a-enep tri roue brezhon e Dyrham. Aloubet en-defe Gloucester, Cirencester ha Bath. Digant Wessex e skrapas an Angled ar rannvro e 628.Ouzh Penda eus Mercia eñ-defe stourmet Wessex daoust ma ne lar ket ar C'hronik piv eñ-doa gounezet eo gwirheñvel e oa Penda. Gant pennoù arall e oa kevreet, war a seblant, avat, rak ne voe ket staget ouzh Mercia bro gozh an Dobunni. Da rouantelezh waz ar Hwicce ez eas.

Daou vreur e oa moarvat ar rouaned gentañ a anavezer o añv : Eanhere hag Eanfrith. Hervez Bede e oa bet badezet ar rouanez Eafe "en he bro dezhi hec'h unan, rouantelezh ar Hwicce. Merc'h Eanfrith, breur Eanhere e oa. Kristian e oant o-taou, evel o fobl "[4]. An dra-mañ a zamveneg e perc'henne Eanfrith hag Eanhere ar familh roueel hag e oant kristien.

Gant an iliz vrezhon kentoc'h eget gant misio Gregorius III e oa bet gounzet ar Hwicce d'ar feiz gristian moarvat rak netra a lar Bede diwar an dra-se[5] Daoust ma'z eo niverus ar bezioù sakson er vro neus nemet nebeut bezioù pagan ha treuzvevet he-deus an iliz vrezhon ouzh an aloudabeg moarvat. Enni e voent embarzhiet an Angled war a seblant ha n'eo ket dibosubl e oa mesket orin ar familh roueel.

Gant Osthryth, merc'h Oswiu eus Northumbria e oa dimezet Eanhere war a seblant ha mibien he-deus Osric, Oswald ha Oshere[6] Arnodin a reas Osric da gaout un eskopS51 met dindan ren Oshere hepken e voe krouet Eskopti Worcester e 679–80.[7] Hervez ur c'hronik ar XIIvet kantved e voe choazet Worcester peogwir e oa kêrbenn ar Hwicce[8]

Goude Oshere e renas e vibien Æthelheard, Æthelweard ha Æthelric. E deroù ren Offa e rene tri breur ar rouantelezh : Eanberht, Uhtred ha Aldred. Goudezo e voe dilezet an titl a roue, war a seblant. Evel un earl hepken eo livet o erlec'hiad Æthelmund a oa bet lazhet en ur brezel gant Wessex


Rouaned ar Hwicce[kemmañ]

Listenn roueel ebet a liv tiernelezh ar Hwicce. Gallout a reer anavezout añv a-drugarez un niver ag andonoù [9]

Añv Amzeriad Notennoù
628 Rouantelezh gounezet gant Penda eus Mercia.
Eanhere VIIvet kantved
Eanfrith VIIvet kantved Breur Eanhere.
Osric oberiant 670
Oshere oberiant 690 Breur Osric. marvet kent 716.
Æthelheard oberiant 709 mab Oshere
Æthelweard oberiant 709 mab Oshere.
Æthelric oberiant 736 Son of Oshere.
Eanberht oberiant 750
Uhtred oberiant 750 - 779
Ealdred oberiant 750s - 778
780s D'ur broviñs Mercia eo aet ar Rouantelezh

Ealdormen an Hwicce[kemmañ]

Añv Amzeriad Notenn
Æthelmund c. 796-802 Lazhet en un emgann e 802.[10]
?Æthelric fl. 804|.[1]
Leofwine d.c.1023 Tad Leofric, Earl eus Mercia
Odda d.1056


Daveoù[kemmañ]

  1. Della Hooke, The Kingdom of the Hwicce (1985), pp.12-13
  2. J. Manco, Saxon Bath: The Legacy of Rome and the Saxon Rebirth, Bath History, vol. 7 (1998).
  3. D.Hooke, The Anglo-Saxon Landscape: The Kingdom of the Hwicce (Manchester, 1985), pp.8–10; Sims-Williams, 'St Wilfred and two charters dated AD 676 and 680', Journal of Ecclesiastical History, Vol. 39, part 2 (1988), p.169.
  4. Bede, The Ecclesiastical History of the English People ed. J.McClure and R.Collins (Oxford, 1994), p.193.
  5. J. Manco, Saxon Bath: The Legacy of Rome and the Saxon Rebirth, Bath History, vol. 7 (1998).
  6. John Leland, Collectanea, vol. 1, p. 240.
  7. Bede, The Eccesiastical History of the English People, ed. J. McClure and R. Collins (1994), p. 212; Chronicle of John of Worcester ed. and trans. R.R. Darlington, J. Bray and P. McGurk (Oxford 1995), 136–8.
  8. "The Chronicle of Florence of Worcester" in The Church Historians of England ed. and trans. J. Stevenson, vol. 2, p.379.
  9. The Blackwell Encyclopedia of Anglo-Saxon England, ed. M. Lapidge (Blackwell 1999), 507.
  10. Anglo-Saxon Chronicle.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Dobunni to Hwicce