Caer Gloui

Eus Wikipedia


Caer Gloui
Rouantelezh Caer Gloui

410 – 577 Flag
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disparti ar Romaned 410
 - aloubet gant Wessex 577


Caer Gloui a oa ur rouantelezh vrezhon lec'hiet war-dro ar gêr roman Glevium (Gloucester hiziv). Un darn vras eus traonienn ar Hafren a endalc'he, war a seblant. Nebeut traoù a anavezer diwar-benn e istor. Menegiñ a ra Gweltaz unan eus e rouaned : Aurelius Caninus a rene war Caer Ceri ha Caer Baddan. Rannet e voe ar rouantelezh etre 540 ha 577 e tri riez Caer Gloui, Caer Ceri ha Caer Baddan ha distrujet e voe gant Wessex e 577 pa voe faezhet ha lazhet he roue diwezhañ - Cynfael e Emgann Deorham.

Rouaned Caer Gloui[kemmañ | kemmañ ar vammenn]