Hudellouriezh an treid
Hudellouriezh an treid, pe podofiliezh, zo ur barafiliezh, anezhi ar c'hoant pe an trivliad reizhel o deus tud zo evit an treid. O flijadur reizhel a gavont e-giz-se hepken[1]. Paotred e vez an droadgarourien peurvuiañ, met plac'hed e c'hallont bezañ a-wechoù. E ster poblek ar ger[2], hudellouriezh an treid n'eo nemet karantez an treid, an doug d'an treid hep ma vije forc'hus.
Ken tost eo an daou dermenadur-se m'en em veskont alies. Arabat e vefe o c'hemmeskañ. Hudellouriezh an treid er ster pobblek zo un dra reizh-kenañ ha n'eo disheñvel diouzh hudellouriezh an divronn pe da hini an diglun a zo an hudellouriezhioù zo ar re stankañ, da lâret eo diwar-benn lodennoù ar c'horf a vez c'hoantaet ar muiañ en darempredoù reizh[3].
[kemmañ] En arzoù
Tud evel Goethe ha Baudelaire a zo bet brudet da vezañ troet gant treid ar maouezed.
- En danevell Le pied de Fanchette ou le soulier couleur de rose (1768) e kont Restif de la Bretonne istor ur plac'h a vez sot ar wazed gant he zreid.
- Er romant Journal d'une femme de chambre gant Octave Mirbeau ez eus ur gwaz troet gant boteier ar merc'hed.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Youtube Pennad-kaoz gant Jeanne Moreau diwar-benn ar film Journal d'une femme de chambre gant Luis Buñuel ha kaoz ganti eus doug ur gwaz da votoù ar merc'hed.