Horst Köhler

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Horst Köhler.jpg

Horst Köhler (ganet d'an 22 a viz C'hwevrer 1943) zo ur politikour alaman ha prezidant republik Alamagn eo bet. Bet eo prezidant ar c'hef espern alaman (Deutscher Sparkassen und Giroverband) (1993-1998), rener an EBRD (bank europat an adsevel hag an diorren) (1998-2000), ha goude-se rener Font Etrebroadel ar Moneiz (IMF) (adalek 2000). Dilennet e oa bet da brezidant Republik Kevreadel Alamagn d'an 23 a viz Mae 2004. Ha kroget en doa gant e bost d'ar 1añ a viz Gouere er bloavezh-se. Addilennet eo bet da brezidant d'an 23 a viz Mae 2009. Roet en doa e zilez d'an 31 a viz Mae 2010 goude bezañ distaget komzoù zo bet kavet abeg enno diwar-benn ar brezel en Afghanistan.

Genidik eo e dud eus Roumania, met ganet eo bet-eñ e Polonia. Goude an Eil brezel bed ez eas da Alamagn ar Reter ha goude da Alamagn ar C'hornôg.


En e raok:
Johannes Rau
Prezidant Alamagn
Ardamezoù Republik Alamagn
Mae 2004 – Mae 2010
War e lerc'h:
Christian Wulff



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.