Himiltrude

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Himiltrude (742?-780?) a oa pried kentañ Karl Veur, ha mamm Pepin an Tort.

He buhez[kemmañ]

N'ouzer ket nemeur a dra diwarni. Paulus Diaconus a skriv e oa ur plac'h eus an noblañs[1] Hec'h anv a gaver e levrioù manatioù alemann; diwar gement-se e soñjer e oa eus noblañs Alemannia pe Elzas.[2] Tud zo avat a soñj gante e oa merc'h d'ur c'hont burgond, hag ur verc'h-vihan da Grimbert Iañ, kont Pariz.[3]

Anaoudegezh a reas gant Karl Veur pa oa e dad, Pepin Grenn, o ren. Pa gemeras Karl ar gurunenn e 768, ne voe ket graet anv anezhi er skridoù ofisiel, kontrol da bezh a c'hoarvezas gant Bertrada Laon, mamm Karl. Ur verc'h he doe, anvet Amaudru, a zimezas diwezhatoc'h d'ur c'hont eus Pariz. E dibenn 769 e c'hanas ur mab, Pepin an Tort.
Ur pennadig war-lerc'h ganedigezh Pepin e voe graet un emglev etre Karl ha Dider, roue al Lombarded: da siellañ an emglev e voe lavaret e timezje Karl da verc'h Dider, a zo anavezet evel Desiderata .

E 770 e voe kaset Himiltrude kuit neuze gant Karl, ha roud ebet anezhi ne gaver ken. En ur bez e manati Nivelles e voe kavet korf ur vaouez daou-ugent vloaz a c'hallfe bezañ Himiltrude. Mar deo gwir eo hi e varvas pell war-lerc'h 770, daoust ma n'haller ket bezañ sur en em dennas eno.

He mab Pepin an Tort, a voe dishêrezhet, da gentañ, ha lakaet Karloman, mab Hildegard , da bennhêr. Kraouiet e voe Pepin en abati Prüm e 792 goude bet oc'h en em sevel a-enep d'e dad impalaer e 791. Eno e vevas evel manac'h un 20 vloaz c'hoazh.

Serc'h pe gwreg[kemmañ]

Dizemglev zo etre an istorourien diwar-benn petra e oa statud Himiltrude. Eginhard an hini a ra ur serc'h anezhi[4] ha Paulus Diaconus a gomz eus ganedigezh Pepin "a-raok an dimeziñ hervez lezenn "; koulskoude ez eus ul lizher a-berzh ar pab Stefan III ma'z eus anv eus Karl hag eus e vreur henañ Karloman evel gwazed dimezet (da Himiltrude ha Gerberga), ha ma lavar dezho chom hep kas o gwragez kuit.

Meur a zoare zo bet da gompren al lizher-se gant an istorourien. Darn evel Pierre Riché, a ya a-du gant Eginhard hag a soñj gante e oa serc'h e oa Himiltrude. Darn all , evel Dieter Hägemann, a lavar e oa gwreg e oa Himiltrude .[2] Re all koulskoude a gred e oa "muioc'h eget ur serc'h ha nebeutoc'h eget ur wreg" ha kement-se hervezo a vije Friedelehe, un doare dimeziñ ha ne oa ket anavezet gant an Iliz hag a oa aes da derriñ. Hervez Russell Chamberlin e c'haller tostaat ar statud-se ouzh ar sistem saoz anvet common-law marriage.[5] Ar seurt darempred oa ur boaz gant ar C'hermaned a veze gwelet fall gant an Iliz .

Notennoù[kemmañ]

  1. Silvia Konecny, Die Frauen des karolingischen Königshauses. Die politische Bedeutung der Ehe und die Stellung der Frau in der fränkischen Herrscherfamilie vom 7. bis zum 10. Jahrhundert., p. 65.
  2. 2,0 2,1 Dieter Hägermann, Karl der Große. Herrscher des Abendlands, Ullstein 2003, p. 82f.
  3. Gerd Treffer, Die französischen Königinnen. Von Bertrada bis Marie Antoinette (8.-18. Jahrhundert), p. 30.
  4. Einhard, Vita Karoli Magni, ch. 20
  5. Russell Chamberlin, The Emperor Charlemagne, p. 61.