Hengreteg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Hengreteg
(*dianav)
Perzhioù
Komzet e : yezh varv
Rannved : Kret
Komzet gant : yezh varv
Renkadur : yezh varv
Familh-yezh : Digenvez
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar yezh komzet e-barzh Enez Kreta a-raok donedigezh ar C'hresianed e oa an hengreteg. Skrivet e oa en ur skritur silabennek n'eo ket bet digejet c'hoazh : al linenneg A. Un nebeud enskrivadurioù diwezhatoc'h hon eus ivez er skritur gresianek, kavet war- dro Deros ha Praisos.
Komzet e oa an hengreteg betek an trede kantved kent Jezuz-Krist, kent ma oa kemeret e lec'h gant an henc'hresianeg. N'anavezomp ket mat a-walc'h ar yezh-se da lavarout eus petore familh eo hag an darn vrasañ eus ar glaskourien a soñj eo ur yezh digenvez. Gallout a rafe, avat, bezañ kar d'an hengipreg ha d'al lemneg.

Testennoù[kemmañ]

N'anavezomp nemet pemp enskrivadur e hengreteg, zoken ma'z eo posubl e oa skrivet er yezh-se un nebeut enskrivadurioù arall a zo o ster disklaer.

Dreros 1[kemmañ]

Kavet e oa bet an enskrivadur-mañ e 1936 e Dreros e-kichen un azeuldi dediet da Apollo. Kollet e oa bet e-pad an Eil Brezel Bed

Al linennoù 3-5 a zo skrivet e gresianeg moarvat met disklaer eo o ster


1: ---rmaw|et|isalabre|komn
2: ---d|men|inai|isaluria|lmo
3: ----tonturonmēa.oaoiewad
4: eturo---munadoa-enē--
5: --matritaia--


Gwelet ivez[kemmañ]

Etruskeg

Lemneg


Liammoù Diavaez (e saozneg)[kemmañ]