Helle Thorning-Schmidt
Helle Thorning-Schmidt (distaget [ˈhɛlə ˈtoɐ̯neŋ ˈsmed] e daneg), ganet e Rødovre d’ar 14 a viz Kerzu 1966, zo e penn ar strollad danat Socialdemokraterne pe Socialdemokratiet (strollad sokial-demokrat). Kentañ ministr Danmark eo deuet da vezañ goude votadeg ar 15 a viz Gwengolo 2011.
Studioù skiantoù politikel he deus graet e Skol-Veur Kopenhagen. Goude-se he deus labouret evit ar strollad sokial-demokrat e Parlamant Europa e Brusel. Etre 1997 ha 1999 e oa o labourat evit ar sindikad danat Landsorganisationen i Danmark (LO). Etre 1999 ha 2004 e oa dilennet e Parlamant Europa, en anv ar strollad sokial-demokrat. Dilennet e oa bet da Barlamant Danmark, ar Folketing, e miz Ebrel 2005. Abaoe ar bloavezh 2005 ivez emañ e penn ar strollad Socialdemokraterne. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr d’an 3 a viz Here 2011, goude trec’h he strollad e dilennadeg miz Gwengolo.
Liammoù diavaez[kemmañ]
| En he raok: Lars Løkke Rasmussen |
Kentañ ministr Danmark 3 a viz Here 2011 – |
War he lerc'h: |