Lars Løkke Rasmussen
Eus Wikipedia
Lars Løkke Rasmussen (15 a viz Mae 1964) zo ur politikour danat, kentañ ministr Danmark (Statsministre, Ministr Stad)[1] etre 2009 ha 2011 ha penn ar strollad politikel Venstre (dehou-kreiz).
Kemeret en doa lec'h Anders Fogh Rasmussen e 2009, pa oa bet anvet hennezh da sekretour meur Aozadur Emglev Norzh-Atlantel. A-raok e oa bet ministr e gouarnamant Anders Fogh Rasmussen.
Dilennet e oa bet Rasmussen evit ar wech kentañ er Folketinget (Parlamant) d'an 21 a viz Gwengolo 1994. Daoust m'o deus un anv heñvel, n'eo ket kar tamm ebet d'e ziagentidi, Anders Fogh Rasmussen ha Poul Nyrup Rasmussen. Stank-kenañ e vez kavet an anv-familh Rasmussen e Danmark[2].
Liammoù diavaez [kemmañ]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Statsministeriet, Lec'hienn ofisiel.
- ↑ Mest populære for- og efternavne for alle danskere, Anvioù stankañ e-touez Daniz, Danmarks Statistik