Heinz Dörmer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Dörmer.jpg

Heinz Dörmer (bet ganet e 1912 e Berlin en Alamagn), a oa bet bac'het gant an nazied abalamour d'e revelezh.

Pa oa bugel e oa bet oberiant er strolladoù bet savet gant an iliz evit ar re yaouank ha d'e bemzek vloaz e veze kavet alies e barioù gae Berlin. E 1929 e savas ur strollad evit tud yaouank anvet Wolfsring ("kelc'h ar bleizi") ha kaset e veze da-benn eno darempredoù personel, c'hoariva ha beajoù. E 1932 e voe lakaet Heinz da labourat evit aozadur broadel ar Skouted.

Klask a reas Dörmer hag e strollad kenderc'hel da vezañ ur strollad distag met e miz Here 1933 e oant bet rediet d'emezelañ ouzh Yaouankiz Hitler.

E miz Ebrel 1935 e oa bet tamallet Dörmer da vezañ bet darempredoù heñvelrevel gant izili eus e vagad ha kaset e oa bet d'an toull-bac'h evit ar wezh kentañ. Laosket e oa bet hag adharzet meur a wech o tremen ouzhpenn 10 vloaz en holl en toull-bac'h hag e meur a gamp-bac'h.

Goude diwezh ar brezel e vanas Dörmer en toull e-pad 8 vloaz all c'hoazh ha goude bezañ laosket da vont da vat e tistroas da Verlin ma chomas eno gant e dad (aet da anaon e 1970).

E 1982 e pedas bezañ restaolet gant Gouarnamant Alamagn met nac'het e oa bet outañ.


Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.