Mont d’an endalc’had

Gwezenn Gernika

Eus Wikipedia
Gwezenn Gernika

Gwezenn Gernika (Gernikako Arbola en euskareg) a zo un dervenn e kreiz-kêr Gernika, e Bizkaia (ar gwalarnañ eus seizh proviñs Euskal Herria). Arouez frankizoù ar bobl hag ar vro eo.

Ar wezenn vamm (XIVvet kantved-1742)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an hengoun e oa ur wezenn er XIVvet kantved anvet ar Wezenn Vamm. E 1742 e voe plantet ur wezenn nevez, hag a vez lavaret ar Wezenn gozh anezhi.


An dervenn gozh (1742-1860)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1742 e voe plantet an dervenn-mañ da gemer lec'h an Dervenn vamm. En 1839 e teuas ar rouanez rejantez María Cristina da douiñ doujañ ar Fueros evit he merc'h, ar Rouanez Isabel II. Kemend-all ne voe ket graet gant roue pe rouanez ebet ken war he lerc'h. Tennet e voe ar wezenn en 1860.

An Dervenn gozh


Ar wezenn verc'h hag ar re all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dirak an dervenn-mañ e touas al lehendakari Aguirre ha didorr e chomas e-pad Bombezadeg Gernika en 1937. Pa deuas soudarded Franco da gemer kêr Gernika-Lumo en 1937, e-pad Brezel Spagn, e savas brud diwar-benn tud ar Falange Española hag a oa o vont da droc'hañ ar wezenn gant bouc'hili dre ma oa un arouez broadelourien. Kabiten an Tercio de Begoña, Jaime del Burgo Torres (tad d'ar c'hannad navarrat Jaime Ignacio del Burgo), a savas ur skouadronad armet a requetés (anv soudarded Navarra) d'o lakaat en-dro d'an dervenn d'he difenn.

Ur verc'h da wezenn Gernika en Buenos Aires, e-kichen an delwenn da Juan de Garay, dirak ti gouarnamant Arc'hantina.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.