Gwendolen
Eus Wikipedia
Gwendolen zo un anv-badez saoznek, dezhañ liv un anv kembraek, deuet diwar anv latin ar rouanez vojennel Gwendoloena.
Taolenn |
Stummoù all [kemmañ]
Kar eo d'an anvioù-badez Gwendolyn ha Gwendoline.
Gerdarzh [kemmañ]
Dont a ra eus "gwen" ha "dolen".
Yezhoù all [kemmañ]
- Gwendoline, e galleg.
Istor [kemmañ]
Dont a ra Gwendolen eus an anv Gwendoloena, ur rouanez vojennel en Historia Regum Britanniae gant Jafrez Menoe e 1135. Krediñ a reer e lennas Jafrez a-dreuz pa gavas an anv-gwaz Guendoleu en dornskridoù hengembraek hag e komprenas Guendolen, hag e klaskas e latinekaat.[1] Lod a gred eo bet roet an anv Guendolen e Kembre er Grennamzer met n'eus prouenn ebet a gement-se.
Tud [kemmañ]
Emboltred gant Gwen John (1902)
- Gwendoloena, rouanez vojennel
- Gwendolen Mary John, anavezet evel Gwen John (1876-1939), arzourez kembreat,
- Gwendolen Fitzalan-Howard, Duchess of Norfolk (1877-1945), dugez saoz
- Gwendolen Guinness, Countess of Iveagh (1881-1966), politikourez
- F. Gwendolen Rees (1906-1994), loenedoniourez.
Lennegezh [kemmañ]
Romola Garai a oa Gwendolen Harleth en ur film skinwel
- Gwendolen Fairfax, er pezh The Importance of Being Earnest gant Oscar Wilde
- Gwendolen Harleth, er romant Daniel Derondagant George Eliot
- Queen Gwendolen, mythical British Queen
- Gwendolen, ur romantourez diouzh ar c'hiz e-barzh "A Figure in the Carpet" gant Henry James.
- Gwendolen, serc'h da Thomas Becket ha da Herri II er pezh Becket gant Jean Anouilh (a oa tad-kozh da Gwendoline Hamon).
Steredoniezh [kemmañ]
- 10870 Gwendolen, un asteroidenn, diwar anv Mary Gwendolen Ellery Read Aikman (1903-1994), mamm ar steredoniour he c'havas.