Gwelfed ha Gibellined

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tiegezhioù Gwelfed ha Gibelined en Asti.

Gwelfed ha Gibellined (Guelfi e Ghibellini en italianeg) a oa div gostezenn bolitikel enebet e politikerezh Italia adalek an XIIvet kantved betek ar XIVvet kantved. Dre vras e c'haller lavarout e oa ar Welfed a-du gant ar pab, hag ar C'hibellined gant an Impalaer santel.

Orin ar Welfed hag ar C'hibellined[kemmañ]

Gwelf (Guelfo, Guelfi el liester, en italianeg) a dle dont eus Welf, anv-tiegezh duged Bavaria. A-hervez e oa bet o lugan en emgann Weinsberg e 1140. Er c'heit-se edo an enebourien, an tiegezh Hohenstaufen eus Souabia, renet gant Konrad III, o huchal Waiblingen, anv ur c'hastell. Anv Waiblingen, distaget "Wibellingen" moarvat, a droas da Ghibellino en italianeg .

Degouezhout a reas an anvioù-se er vro hag er yezh e-kerzh ren Frederig Barbarossa. Pa reas brezel en Italia evit kreskiñ e c'halloud impalaer eno e voe anavezet tud e gostezenn evel Gibellined (Ghibellini). Tud ar gostezenn all, bodet er C'hevre lombard, a zifenne frankizioù ar c'heodedoù ouzh an Impalaer a voe anvet Gwelfed. Faezhet e voe Frederig ganto en emgann Legnano e 1176. Plegañ a rankas an impalaer hag anavezout emrenerezh ar C'hevre Lombard, atav dindan e aotrouniezh met war ar paper nemetken.

An div gostezenn[kemmañ]

An disrann etre an div gostezenn, Gwelfed ha Gibelined, a voe lakaet splann e-pad ren Frederig Barbarossa eta en XIIvet kantved. Gibellined a oa perc'henned an douaroù a-du gant an Impalaer, ha Gwelfed e oa marc'hadourien ar c'hêrioù, ar re a harpe ar pab enep dezhañ. E gwirionez e oa kalz luzietoc'h ar politikerezh. Troet e oa ar c'hêrioù da vont a-enep an Impalaer ma klaske astenn e c'halloud warne, pa veze pell ha dizañjer ar pab, ha neuze e oant a-du gant ar Welfed. Ken gwir all e oa en tu all: pa emelle ar pab en aferioù ar c'hêrioù betek re e savent enep dezhañ hag e troent a-du gant ar C'hibellined. Evit ar c'hêrioù bihan e oa ur c'hoari all: pa veze dalc'het ar gêr vras amezek gant ar Welfed e troent aes a-du gant ar C'hibellined. Evel-se e voe kont etre Gwelfed Firenze ha Gibellined Siena a en em gannas e Montaperti, e 1260. Pisa a oa ur c'hreñvlec'h Gibellined, enebet ouzh Genoa, e tu ar Welfed.

Taolet e vo evezh ne veze ket graet gant ar gerioù-se a-raok 1250, ha c'hoazh e Toskana (o bro orin) nemetken: kostezenn an Iliz ha kostezenn an Impalaer a veze lavaret kentoc'h.