Gwel eus Delft

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwel eus Delft
Vermeer-view-of-delft.jpg
Johannes Vermeer, 1660-1661
eoullivadur war lien
96,5 × 115,7 cm
Mauritshuis
Den Haag
Izelvroioù

Gwel eus Delft a zo ur veduta bet livet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e 1660-1661. Gallout a reer gwelout an daolenn e Mauritshuis e Den Haag.

An daolenn[kemmañ]

Ul lodenn eus ar gêr ma voe ganet Vermeer eo ar pezh a weler en daolenn. Vermeer ne livas nemet div daolenn ma tiskouez ur gwel : ar Gwel eus Delft hag Ar Straed vihan. Gwelout a reer kanol ar stêr Schie, gant porzh Schiedam (a-gleiz) ha porzh Rotterdam (a-zehou). Etrezo emañ Nieuwe Kerk (iliz nevez) Delft, dindan bannoù an heol. An istorourien a soñj dezho e voe prenet an daolenn gant Willem Iañ an Izelvroioù. En XXvet kantved e voe diskouezet e National Gallery of Art e New York ha goude-se e voe roet da virdi Mauritshuis.

Daveoù[kemmañ]

  • Bonafoux, Pascal. Vermeer. New York: Konecky & Konecky, 1992. ISBN 1-5682-2308-4
  • Wheelock, Arthur K. Vermeer: The Complete Works. New York: Harry N. Abrams, 1997. ISBN 0-8109-2751-9

Liammoù diavaez[kemmañ]