Ar Straed vihan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Straed vihan
Jan Vermeer van Delft 025.jpg
Johannes Vermeer, e-tro 1657-58
eoullivadur war lien
54.3 × 44 cm
Rijksmuseum
Amsterdam
Izelvroioù


Ar Straed vihan (nederlandeg : Het Straatje) a zo ul livadur savet gant al livour nederlandat Johannes Vermeer e-tro 1657-1658. An daolenn a c'haller gwelout er Rijksmuseum en Amsterdam. En traoñ (a-gleiz), dindan ar prenestr, ez eo sinet "I V MEER".

Un ti a weler, padal eo bet aozet an daolenn dre implijout stummoù daou di disheñvel. Un ti eus Delft eo a zo livet, hag en daolenn e weler ur pennad eus buhez pemdez Nederlandiz ar mare-se. Gwelout a reer ur vaouez o wriat ha daou vugel o c'hoari. Meur a enklask a zo bet aozet a-benn gouzout peseurt ti a oa bet livet gant Vermeer. Hiziv an deiz e soñjer e c'hellje bezañ livet ar pezh a welas e Nieuwe Langendijk 22-26, met n'eo ket sur da vat[1]. Ma'z eo diaes gouzout pegen ledan eo ar straedig, e seblant an arzour bezañ bet staliet en tu all d'ar straedig, uheloc'h evit an ti a livas, ha tost a-walc'h ivez. Pa seller a-dost e seblant an ti bezañ ur seurt meskaj eus meur a savadur, neuze e soñjer e veskas Vermeer elfennoù gwirion (an tudennoù, ar gwez, ar gwer, ar mogerioù) ha re all ijinet gantañ. Gwelout a reer ivez n'emañ ket an nor e-kreiz an talbenn, met lakaet eo bet a-gleiz. Marteze e felle d'an arzour kempouezañ ar stalaj ruz a zo a-gleiz. Merzout a reer ivez e vefe dibosupl pe dost digeriñ ar stalafioù gwer a zo a-zehou, hep mirout ouzh an dud a implijout an nor. Merzout a c'haller ivez e seblant gwall vresk tu kleiz ar savadur : tost-tre ouzh bord ar voger emañ ar prenestr, ha n'eo ket sur e vije bet solut a-walc'h da zougen ar volz brikez a zo a-us d'ar prenestr.

Livourien all evel Pieter de Hooch ha Jan Steen a livas taolennoù enno mogerioù brik, met hini ebet anezho a livas anezho evel ma reas Vermeer. Barrekoc'h eo eñ a-fet mestroniañ ar gouloù da skouer, ha diskouez a ra eo gouest da ginnig d'an arvesterien un daolenn sioul leun a nesded.

Pa voe tremenet an daolenn dindan skinoù-X e voe merzet en doa soñjet Vermeer ouzhpennañ ur vaouez war he sav eus tu dehou ar straedig digor, met he diverkañ a reas a-benn mirout kempouez ha sioulder an daolenn.

Notenn[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • [1] Ar Straed vihan war lec'hienn Rijksmuseum Amsterdam
  • [2] Displegadennoù e saozneg diwar-benn Ar Straed vihan war Essential Vermeer
  • [3] Renta-kont an enklaskoù diwar-benn ar straed a vije bet livet