Gwalldaol an 22 a viz Mae 2017 er Manchester Arena

Eus Wikipedia
Ar Manchester Arena lec'h ar gwalldaol.

D'an 22 a viz Mae 2017 e voe un darzhadenn er Manchester Arena e Manchester, Bro-Saoz, dres e fin ur sonadeg gant ar ganerez stadunanat Ariana Grande. Ar sponter, anavezet evel Salman Abedi hervez an archerien saoz, a oa ur c'heodedour saoz oadet a 22 vloaz hag a orin eus Libia. En em lazhet e oa gant ur vombezenn IED (Improvised Explosive Device)[1] pa oa an arvesterien o tont er-maez eus ar sal. An darzhadenn a lazhas 23 a dud, gant Abedi, ha 120 ouzhpenn a voe gloazet fall evit ul lod bras anezho. Ul lodenn eus ar c'houzañverien a oa bugale yaouank-flamm.

Gouzañverien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sifroù da c'hortoz (24 MAE 17)

Bilañs da c'hortoz hervez ar vroadelezh
Bro orin Marvet Gloazet Hollad Notennoù
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 11 8 19 [2],[3],[4],[5]
Banniel Polonia Polonia 2 1 3 [6]
dianav 9 51 60
Hollad 22 60 82

Filmigoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Ardivink-Tarzh Primaozet"
  2. (fr) Le Parisien
  3. (fr) BFM TV
  4. (fr) Le Monde
  5. (fr) Le Progrès
  6. (pl) Wiadomosci