Groom of the Stool
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Groom of the Stool eo an anv a veze graet e Bro-Saoz ouzh an den karget da dorchañ revr ar roue pa veze bet o kac'hat.[1]
Ur garg heñvel a oa e lez Bro-C'hall, ha porte-coton a veze graet eus an den e karg.
E deroù ren Herri VIII e veze roet an titl da mignoned d'ar roue, kompagnuned el lez a dremene amzer gantañ en e gambr, ar gambr prevez (e saozneg Privy chamber). )
Dibennet [kemmañ]
Sir Henry Norreys, a oa Groom of the Stool gant Herri VIII, a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet abalamour ma voe tamallet dezhañ bezañ kousket gant gwreg ar roue, Anne Boleyn, a voe dibennet ivez. Hervez an istorourien e oant bet falstamallet.[2]