Gillis van Coninxloo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gillis van Coninxloo (1544 e Antwerpen1606 e Amsterdam) a oa ul livour izelvroat, hag a livas gweledvaoù.

E vuhez[kemmañ]

Hervez Carel van Mander e teskas Gillis van Coninxloo livañ e Antwerpen. Deskard Pieter Coecke van Aelst yaouank, Lenaert Kroes ha hini Gillis Mostaert e voe. E 1570 e voe degemeret e kouch Sant-Lug.

Gweledva gant lodennoù eus buhez Maria

Pa voe tapet Antwerpen e 1585 e rankas, daoust dezhañ bezañ protestant, kuitaat ar gêr, hag en em staliañ a reas e Frankenthal (Alamagn). Eno e oa meur a livour gweledvaoù all, hag an holl anezho a zo anavezet dindan an anv skol Frankenthal. Bras e voe perzh Gillis van Coninxloo er skol-se. E 1595 ez eas d'en em staliañ e Amsterdam.

E oberenn[kemmañ]

Gillis van Coninxloo a voe al livour pouezus kentañ a livas taolennoù enno koadeier. Bras e voe e levezon a-fet livañ gweledvaoù. Betek-henn e veze livet gwelioù-meur, met azalek dibenn ar XVIvet e krogas an dud da livañ gweledvaoù tostoc'h outo, evel digoadennoù da skouer. An emdroadur-se a weler e oberennoù Jan Brueghel gozh ha re Paul Bril.

E-keit ma oa e Frankenthal, e livas dreist-holl Coninxloo gweledvaoù garzhaouegoù. Tost e voe e oberennoù neuze ouzh re Pieter Schoubroeck ha re Anton Mirou. Ur wech degouezhet e Amsterdam e stagas gant liavadurioù koadeier, diazezet war un dremmwel izel ha gwez strollet. Evel-se e krouas un hengoun hag a voe heuliet gant livourien all Abraham Govaerts, Alexander Keirincx, Denijs van Alsloot, Gijsbrecht Leytens ha Roelant Savery.

Un nebeud taolennoù[kemmañ]