Abraham Govaerts

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gwerc'hez gant he bugel

Abraham Govaerts (1589 e Antwerpen - 1626) a oa ul livour flamank, gweledvaoù a voe livet gantañ.

Gant Jan Brueghel gozh eo e teskas. E 1607 e voe degemeret e kour Antwerpen, eno e voe dean, hag e-touez e skolidi e voe Frans Snyders. Pa varvas Govaerts e laoskas war e lerc'h meur a oberenn diechu, hag a voe klokaet gant A. II Francken, F. II Francken, J. van der Lanen ha H. Jordaens. E oberennoù deiziet a savas etre 1612 ha 1626. Er penn-kentañ e voe levezonet gant oberennoù Gillis van Coninxloo. Goude-se e savas oberennoù heñvel ouzh re Jan Brueghel gozh, koulz a-fet temoù hag a-fet doare da livañ.