Gesche Gottfried

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Gesche Gottfried

Gesche Margarethe Gottfried, ganet Gesche Margarethe Timm (6 a viz Meurzh 1785 e Bremen - 21 a viz Ebrel 1831 e Bremen), a oa ul lazherez a steudad a lazhas 15 den e Bremen hag e Hannover etre 1813 ha 1827. Kontammiñ a rae an dud gant arsenik. Hi eo an den diwezhañ a voe lazhet war-wel an holl e Bremen. Lazhet he deus tud tost outi : gwazed, kerent, bugale. A-raok ma vefe tamallet outi bezañ muntrerez o doe truez an dud outi peogwir en em gave klañv izili he familh hag e varvent. E-keit ha ma oant klañv e rae war o zro, ha lesanvet e voe "ael Bremen".

Muntridi[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]