Gerolama Orsini

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gerolama Orsini

Gerolama Orsini, ganet e 1503 e Roma ha marvet en 1570 e Viterbo, a oa dugez Parma.

Merc'h e oa da Lodovico Orsini ha da Giulia di Giacomo Conti.

E 1519 e timezas, e Valentano, da Pier Luigi Farnese , ur mab bastard d'ar pab Paol III.

En eured e voe kanet kantikoù latin savet gant Baldassarre Malosso, eus Casalmaggiore, lenneg brudet ha kelenner Pier Luigi.

Ur vaouez deol ha vertuzius e oa, pa veze he fried o ren ur vuhez diroll.

He bugale[kemmañ]

Pemp bugel he doe gant Pier Luigi:

Mervel a reas da seizh vloaz ha tri-ugent, ha beziet e bez an tiegezh Farnese en Enez Bisentina, e lenn Bolsena.