Ottavio Farnese

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar pab Paol III gant e gendirvi Alessandro hag Ottavio Farnese (en dorn dehoù, damstouet). Taolenn gant Tizian, Mirdi Capodimonte, Napoli.

Ottavio Farnese, ganet e 1521 e Valentano (en hanternoz proviñs Viterbo, e Lazio hiziv) ha marvet e 1586 e Piacenza, a oa dug Parma, en Italia ar XVIvet kantved.

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Pier Luigi Farnese, kentañ dug Parma, ha da Gerolama Orsini; o eil bugel e oa. Mab-bihan e oa d'ar pab Paol III. Daou vreur dezhañ a oa kardinaled: Ranuccio Farnese hag Alessandro Farnese.

Eñ e oa eil dug dug Parma ha Piacenza hag eil dug Castro.

D'ar 4 a viz Du 1538 e timezas Ottavio da Marc'harid Aostria , bastardez d'a impalaer santel Karl V ha da Johanna Maria van der Gheynst. Pemzek vloaz e oa Ottavio, ha c'hwezek vloaz Maria, nevez intañvezet eus Alessandro de' Medici (1510-1537) lesanvet il Moro , dug-meur Toskana. Er Chapel Sistina e voe lidet an eured , dirak ar pab, hag a ziskoulmo aferioù hêrezh evit Maria diwar-goust Medicied Roma.

Gant an eured-se setu Ottavio e kelc'hiad kloz an tiegezhioù o ren en Europa. Ne voe ket an evurusted vras o ren en ti avat en abeg d'ar bihan ma oa kompren ha teneridigezh Ottavio, ha da hiraezh Marc'harid da lez Medici Firenze, pa oa ken trist ar bed e Roma ar gardinaled .

Kemm a voe avat pa zistroas Ottavio gloazet eus un droiad-vrezel betek Alje en 1541 , ha setu troet ar yended e tommded.

Kentañ enorioù[kemmañ]

Dug Parma[kemmañ]