Georg Wenzeslaus von Knobelsdorff

Eus Wikipedia
Georg Wenzeslaus, baron Knobelsdorff. Poltred gant Antoine Pesne, (1738)

Georg Wenzeslaus, baron Knobelsdorff (17 a viz C'hwevrer 1699 e Crossen an der Oder - 16 a viz Gwengolo 1753 e Berlin) a oa ul livour hag un tisavour prusian.

Kabiten e voe e lu Prusia betek 1729, ma tilezas e garg ha ma stagas gant an disavouriezh. E 1740 ez eas da studiañ da Bariz ha da Italia. Paeet e voe e veaj gant ar roue Friedrich der Große. Levezonet e voe gant ar glaselezh mod gall. E Rheinsberg (hag a oa ti-annez ar roue d'ar mare-se) e savas e oberennoù kentañ, hag a voe diazezoù arz rococo (dreist-holl a-fet kinklañ diabarzh) da vare Friedrich. Knobelsdorff a voe ivez pennmirdiour holl savadurioù ar roue, ha dre guzh e roe ivez alioù diwar-benn an armerzh.

E 1886 e savas Karl Begas un delwenn da Gnobelsdorff, ha staliet e voe e trepas degemer Altes Museum Berlin. Dalc'het eo bet, met n'emañ ket mui war wel hiziv an deiz.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.