Genghis Khan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Genghis Khan.jpg

Gengis Khan (distaget: [ʧiŋgɪs χaːŋ]; mongoleg: Чингис Хаан; sinaeg: 成吉思汗; turkeg: Cengiz Han) Temüjin (mongoleg: Тэмүүжин; sinaeg 鐵木真, pinyin: Tiěmùzhēn) diouzh e anv gwir a zo bet ganet e 1162. Marvet eo e 1227.

Impalaer mongol e voe. Unvaniñ a reas ar meuriadoù turk ha mongoles eus kreiz Azia ha dre se e savas e impalaerezh. Aloubiñ a reas al lodenn vat eus Azia, Sina, Rusia, Persia, ar reter nesañn ha tout. Reter Europa a yeas gantañ ivez.

E vab-bihan, Kubilai Khan, a voe impalaer kentañ ar rummad-rouanezh Yuan e Sina.

E yaouankiz[kemmañ]

Ne ouezer ket gwall dra eus yaouankiz. Tro 1162 eo ganet, e rannvro Khentii e Dunlunboldag a-hed an Onon e Mongolia. E anv Temüjin eus an turkeg-mongoleg temür, tömör a dalvez houarn. Mab henañ Yesügei eo, hemañ penn meuriad Borjigin (Боржигин), ha Hoelun a oa e vamm, homañ eus meuriad Olkhunut. Hervez ar mojennoù mongol e vefe bet ganet ur bouloudenn-wad e stumm un askornig en e zorn. Sin e rafe traoù dreistordinal e oa.

Kalet e vefe bet e vloavezhioù kentañ. Da 9 bloaz ez eas Borte da zanvez-pried dezhañ, homañ eus ur meuriad galloudus (Khongirated). Ret e oa dezhañ bevañ gant e familh-gaer evit priz e zanvez-pried dre e labour. E dad avat a varvas trumm. Binimet e voe er c'heoteg velen, pa oa o vañvezañ gant an Dartared. Temüjin a oa re yaouank : ne blegas ket e veuriad dezhañ enta. Meuriad an Dayichouted a yeas ar galloud gantañ. Ar chatal a yeas ganto ivez hag an intañvez Yesügei a chomas he-unan gant he familh.

Ar bloavezhioù da heul e chomas gant e familh : evel kantreerien e vevent. Un deiz e voe skrapet gant ur meuriad all met en em zieubiñ a reas a-drugarez da sikour unan eus e skrapourien. E-pad a bloavezhioù reuzeudik-se e voe lazhet o hanter-vreur Bekter gant eñ hag e vreur Kassar. Tamm-ha-tamm e voe adperc'hennet o madoù ganto.

Dimeziñ a reas da Bortë pa oa 16 vloaz met hi a voe skrpaet d'he zro, gant meuriad ar Verkited. Friket e voent gant Temüjin avat, a-drugarez da skoazell Toghril ha Djamuka, penn an Djadjirated. Ganet e oa bet Jochi, e vab henañ, 9 miz rik-ha-rik goude dieubidigezh e vamm, se zo kaoz n'eo ket sur eo e vab da vat...

Pa oa 19 vloaz e vo deskrivet Temüjin evel ur brezelour taer, bras ha kigennet. Ur politikour fin e oa ivez ha rak se e voe unvanet ar meuriadoù mongol all gantañ. Kreskiñ a reas e vrud hag ur bern tud yaouank c'hoant ganto mont pelloc'h en em vodas tro-dro dezhañ. Bortchou, Djelmé, Djebé ar Bir ha Subötai a oa en zouez : ar pevar c'hi gouez a voe graet anezho.


E familh[kemmañ]

Temujin zo bet 3 bruer hag 1 c'hoar dezhañ :

  • Khasar (breur)
  • Khajiun (breur)
  • Temüge (breur)
  • Temülen (c'hoar)

D'e bried Borte en deus bet 4 mab :

An holl anezho a yeas da vrezeliñ gantañ ha Khan e voent d'o zro. Ogödei a yeas da Khan meur avat.