Gamal Abdel Naser

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Gamal Abdel Naser

جمال عبد الناصر

Gamal Abdel Naser
Gamal Abdel Naser e 1964
Deiziad ganedigezh 15 a viz Genver 1918
Lec'h ganedigezh Aleksandria Egipt
Aet da anaon 28 a viz Gwengolo 1970 (52 bloaz)

Kaero Egipt

Bro Flag of Egypt.svg Egipt
Micherioù Soudard

Politikour

Sinadur
Nasser(PresidentofEgypt).jpg
Diplomoù Akademiezh lu Egipt
Skour Islam sunnit

Unvaniezh sokialour arab

Coat of arms of Egypt (Official).svg
Prezidanted Egipt

Gamal Abdel Naser (arabeg: جمال عبد الناصر , Jamāl ‘Abd an-Nāṣir, arabeg Egipt: جمال عبد الناصر, Gamāl ‘Abd el-Nāṣir, treuzskrivet alies e Jamal Abd al-Naser, Jamal Abd an-Nasser) (Aleksandria, 15 a viz Genver 1918 - Kaero, 28 a viz Gwengolo 1970), a zo bet eil prezidant Egipt adalek 1954 betek e varv e 1970, d'an aod a 52 vloaz. Deuet e oa er galloud goude un taol-nerzh a-enep Mohammed Naguib. Brudet eo evit bezañ degaset ur bern cheñchamantoù en e vro.

Diskaret en deus ar rouantelezh ha lakaet ur republik en he lec'h. Broadelet eo bet kanol Suez ha kaset ar vro war hent ar modernaat. Un ideologiezh a gasas war-raok, anvet naserouriezh, ma laka e penn kont ar vroadelouriezh arab (ar banarabouriezh, pe hollarabouriezh), ha bezañ dizalc'h diouzh an daou vloc'had a oa d'an ampoent (an URSS, ha tuad "bed ar c'hornôg").

Gant broioù arab all e renas ur brezel a-enep Israel (Brezel ar c'hwec'h devezh). Daoust ma oa bet koll, ha drastus evit e vro (serret kanol Suez, ha kollet ar Sinai) e voe degemeret kement-se gant ar bed arab evel un ober a lorc'h hag uhel e oa ar bri a veze douget dezhañ.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.