Görlitz

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Görlitz en Alamagn
Ardamaez Görlitz
Iliz-veur Görlitz

Görlitz (sorabeg : Zhorjelc) a zo ur gêr-arondisamant e Saks, en Alamagn. War at stêr Neisse emañ, hag E-tal ar gêr boloniat anvet Zgorzelec. Ur gêr nemetken e oa an div gêr-se betek 1945. Mat eo an darempredoù etre an div gêr hiziv an deiz : daou bont a zo bet adsavet, boutin eo ar merañ, ha bodet e vez an daou guzul-kêr meur a wech ar bloaz. 56 724 annezad a oa e 2007.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne ouezer ket pe vare e voe savet Görlitz. E 1071 e voe meneget evit ar wech kentañ. D'ar mare-se e oa ur gêriadenn anvet Gorelic, e rannvro Luzasia, hag a voe staget goude-se ouzh Bohemia. Ur gêr e teuas da vezañ en XIIIvet kantved. Goude-se e voe unan eus a 6 kêr a yae d'ober Kevredad ar C'hwech Kêr : Görlitz, Bautzen, Lauban, Löbau, Kamenz ha Zittau.

E Görlitz eo e voe ganet ar prederour alaman Jakob Böhme e 1575.

Goude Brezel Tregont Vloaz e voe perc'hennet Luzasia-Uhel gant Saks (1635). Goude brezelioù Napoleon e voe aozet Kendalc'h Vienna e 1815, ha roet e voe Görlitz da Brusia. Ul lodenn eus Silezia e voe neuze etre 1815 ha 1945.

Da vare dibenn an Eil Brezel-Bed e voe lakaet holl bontoù ar stêr Neiße da darzhañ. E 1945 e voe kemmet an harzoù, ha neuze e voe rannet Görlitz : al lodenn war vord dehou ar stêr a voe roet da Bolonia hag anvet e voe Zgorzelec e 1948, padal e chomas al lodenn a-gleiz en Alamagn. Pa voe divodet ar stadoù kozh gant gouarnamant DDR e 1952 e voe lakaet Görlitz e distrig Dresden. Ar stadoù (Länder) a voe savet en-dro e 1990.

Schönhof, ur savadur eus mare an Azginivelezh (1526)
Un ti e karter Untermarkt

Ur gêr a-bouez bras eo Görlitz a-fet tisavouriezh : savadurioù gotek, barok, arz nevez ha re eus an Azginivelezh a gaver enni. Un dra rouez eo, rak lod brasañ kêrioù Alamagn a zo bet distrujet e-pad an Eil Brezel-Bed.

Tour bras (Dicker Turm) Görlitz
Kaisertrutz Görlitz

Tud vrudet bet ganet e Görlitz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.