Rannfrazenn verb

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Frazenn verb)

E yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn verb pe sintagm-verb (saoz: verb phrase, diverraet VP) evit komz eus ur rannfrazenn ganti da benn ur verb e-unan pe a-gevret gant verboù skoazell ha/pe renadennoù.

Er rannfrazenn verb e kaver an elfennoù ma vez savet diwarne ar prezegad, ha talvezout a ra da reiñ titour diwar-benn rener ar frazenn.

A-wezhioù e vez termenet ar rannfrazennoù verb en un doare strishoc'h, da skouer hervez ar yezhadur europat hengounel, enne nemet verboù pennañ, verboù skoazell ha savadennoù verbel all oc'h implijout anvioù-verb ha gerioù-etre.

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]