Fra Diavolo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Michele Pezza

Fra Diavolo a oa lesanv Michele Pezza, ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1771 en Itri, ha marvet d'an 11 a viz Du 1806, a oa ur brigant italian a stourmas a-enep armeoù gall Napoleone Buonaparte o devoa aloubet ar vro, hag a voe krouget gant ar C'hallaoued e 1806 e Naplez.

Un haroz poblek italian eo deuet da vezañ.

Istor[kemmañ]

E penn ur vandennad laeron e oa e kreisteiz Lazio ha hanternoz Campania. Kement a reuz ha freuz a veze gantañ ma veze kinniget bernioù arc'hant da neb a rofe tu d'e dapout.

Koulskoude, en 1799, e kavas mat d'ar c'hardinal Fabrizio Ruffo e envel da goronal evit kaout e skoazell da vrezeliñ a-enep an alouberien c'hall. Kemer a reas penn un arme ha mont ganti da zieubiñ kêr Naplez.

Pa voe lakaet Giuseppe Buonaparte da roue Naplez gant e vreur, impalaer gall, e aozas meur a emsavadeg. Tapet e voe gant e enebourien e Baronissi, war-lerc'h un emgann taer, kondaonet e voe d'ar marv ha kaset d'ar groug en 1806.

Arzoù[kemmañ]

  • Meur a film zo bet ivez, adalek 1906.
  • Ar brudetañ film avat a zo amerikan, aozet gant Hal Roach e 1933, c'hoariet gant Stan Laurel hag Oliver Hardy, ha Dennis King evel Fra Diavolo. Implijet eo sonerezh ar gall Auber, hag evit an doare italianek, skrid Manfredo Maggioni.

Liammoù diavaez[kemmañ]