Folklor

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.



Ar folklor a zo ar meizad implijet en dudoniezh evit deskrivañ ha studiañ ar c'hontadennoù, ar mojennoù hag ar c'hredennoù a c'hell bezañ kavet en ur boblad, da lavaret eo lodenn an istor dre gomz en ur c'hultur resis. Graet e vez eus gwerinoniezh eus studi an danvez-mañ.

An termen folklore a oa bet krouet e 1846 gant ur Saoz, William Thoms, hemañ o klask ur ger saoznek (saozneg kozh e gwirionez) e-lec'h popular antiquities.

Ar meizad a zo bet ganet eus al luskad romantik er XIXvet kantved, dezhañ un ideologiezh evit adstummañ an hengounioù evit servij mennozhioù modern. Er XXvet kantved eo bet staliet studi ar folklor dindan an arsell objektivel.

E-touezh an dud o deus bet ul levezon vras, eo ret menegiñ ar Vreudeur Grimm, Wilhelm ha Jakob Grimm, p'o deus dastumet hag embannet e 1812 ur strobad kontadennoù alamanek treuzkaset dre gomz. O heuliadenn embannadur a zo bet Kinder und- Hausmärchen e didtl. (Kontadennoù evit ar vugale hag evit ar gêr).