Fernando Pessoa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Fernando Pessoa, pe Fernando António Nogueira de Seabra Pessoa, ganet e 1888 ha marvet e 1935, zo ur skrivagner portugalek ha saoznek. Gwelet eo evel unan eus ar brasañ barzhed portugalek, hag eus lennegezh ar bed zoken, ha lakaet eo a vent hag a dalvoudegezh gant Luís de Camões. Hervez ar skridvarnour Harold Bloom eo "ur prof eus ar portugaleg d'ar bed".
Skrivet en deus ivez e saozneg ha galleg, ha troet eus ar yezhoù-se .

"Amo como ama o amor. Não conheço nenhuma outra razão para amar senão amar. Que queres que te diga, além de que te amo, se o que quero dizer-te é que te amo?" Fernando Pessoa

E vuhez[kemmañ]

E miz Gouhere 1893, pa oa pemp bloaz ar paotrig, e varvas e dad, Joaquim de Seabra Pessoa, gant an droug-skevent. C'hwec'h miz goude, e miz Genver, e varvas e vreurig Jorge, da ur bloaz. E vamm, Maria Madalena Pinheiro Nogueira, ac'h addimezas e miz Kerzu 1895. E deroù 1896, ez eas gant e vamm da chom da gêr Durban, kêrbenn trevadenn Natal, a oa d'ar Saozon, ma oa bet anvet e leztad João Miguel dos Santos Rosa, ofiser en arme, da gonsul Portugal. Fernando Pessoa a voe skoliet da gentañ e skol Sant Joseph, renet gant leanezed gall hag iwerzhonat. Alese ez eas d'an Durban High School e miz Ebrel 1899, ma teuas da vout saozneger mat ha ma teuas da vout douget d'al lennegezh saoznek. E miz Du 1903 e voe un arnodenn aozet gant skol-veur ar Goanag Mat (hiziv University of Cape Town), ma voe roet dezhañ ar priz nevez-aozet Queen Victoria Memorial Prize gant e arnodenn saoznek. En ur brientiñ mont d'ar skol-veur e heulias kentelioù-noz e skol kenwerzh Durban e-pad bloaz. D'ar c'houlz-se eo e krogas da skrivañ istorioù e saozneg, darn a sine gant an anv David Merrick, met n'echuas ket ar pep brasañ. [1]

Mervel a reas d'an 30 a viz Du 1935 e Lisbon.

Gwelet ivez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Zenith, Richard (2008), Fotobiografias Século XX: Fernando Pessoa, Lisboa: Círculo de Leitores.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.