Alexander Search

Eus Wikipedia

Alexander Search zo unan eus an anvioù-pluenn krouet gant ar skrivagner ha barzh portugalek Fernando Pessoa.
E 1899 e voe krouet pa oa studier c'hoazh Pessoa hag o chom e Suafrika (1896-1905), da-heul e vamm hag e leztad a oa diplomat. Gant an anv-se e skrive lizhiri dezhañ e-unan ouzhpenn barzhonegoù e saozneg pe portugaleg e 1903.

Ouzhpenn an anv-pluenn-se e voe krouet kalz a re all gant Pessoa, ha betek hini ur breur da Alexander Search, anvet Charles James Search.

Gallout a reer, goude ma n'ouzer ket pikol tra eus an darn-se eus buhez an oberour, lakaat ar barzhonegoù-mañ war e anv:

  • Ao Meu Maior Amigo;
  • Fraternidade;
  • Piedade? Não!
  • O Mundo;
  • Mania da Dúvida;
  • Quem Sonha Mais?
  • Dor Suprema;
  • Morte em Vida;
  • Sonhos;
  • Homens do Presente;
  • Soneto de um Céptico;
  • Perfeição;
  • Perseverança

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]