Ferdinando Gonzaga

Eus Wikipedia
Ferdinando Gonzaga

Ferdinando Gonzaga (Mantova, 1587 – Mantova, 1626) a voe c'hwec'hvet dug Mantova ha Dug Monferrato adal 1612 betek e varv e 1626.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Vincenzo Iañ Gonzaga ha da Eleonora de' Medici. Evel eil mab e oa tonket dezhañ mont gant an dud a Iliz. E miz Kerzu 1607, d'e 20 vloaz, e voe anvet da gardinal. Pemp bloaz goude, e 1612, e varvas e vreur, an dug Francesco IV Gonzaga.


Dimeziñ a reas e kuzh, e 1615, da Camilla Faa di Bruno (1589-1662), a voe kaset kuit gantañ en 1616. Ur mab o doa bet, Francesco Giacinto, ganet en 1616, marvet e 1630, da 14 vloaz.

Dimeziñ a reas da Caterina di Ferdinando de' Medici, merc'h da Ferdinando de' Medici, dug-meur Toskana.

Mervel a reas divugel, da 39 bloaz. Distreiñ a reas e intañvez da Doskana, hag e vreur Vincenzo II Gonzaga a renas en e lec'h.