Caterina di Ferdinando de' Medici

Eus Wikipedia
Ur pennad Caterina de' Medici zo ivez.
Caterina di Ferdinando de' Medici

Caterina di Ferdinando de' Medici (Firenze, 1593 – Siena, 1629) a oa merc'h da Ferdinando Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha d'e bried Cristina di Lorena.

Eil merc'h ha trede bugel he zud e oa. Da gentañ e oa bet kaoz d'he dimeziñ da Henry Frederick, Priñs Kembre, pennhêr teir rouantelezhn Bro-Saoz, Skos ha Kembre, met dre ma oa ar priñs eus ur relijion anglikan ne oa tu ebet da gas an afer da benn.

Neuze, e 1617, e voe dimezet da Ferdinando Gonzaga, Dug Mantova. Bugel ebet n'o doe.

Intañveziñ a reas e 1626, ha distreiñ da Doskana. He niz Ferdinando II de' Medici a anvas anezhi da c'houarnerez Siena e 1627, hag eno e tapas ar vrec'h daou vloaz goude[1] Brud he doa Caterina da vezañ deol-bras.[2]. A-hervez e oa heñvel-bras ouzh he breur Cosimo II de' Medici hag ouzh he c'hoar Claudia.[2]

  1. Young, p 530
  2. 2,0 ha2,1 Young, p 387