Vincenzo Iañ Gonzaga

Eus Wikipedia

Vincenzo Iañ Gonzaga (Mantova, 1562 – Mantova, 1612) a oa dug Mantova ha Monferrato adal 1587 war-lerc'h e dad.

Ducatone Vincenzo Iañ Gonzaga.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Guglielmo Gonzaga, dug Mantova ha Monferrato, ha da Eleonora Aostria.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vincenzo Iañ Gonzaga.

D'an 2 a viz Meurzh 1581 e timezas da Margherita Farnese, 13 vloaz, merc'h da Alessandro Farnese, dug Parma. Torret e voe an eured daou vloaz goude, ne oa ket bet sevenet an eured dre ma oa ur si bennak e korf ar wregig moarvat. Bec'h a voe etre an daou diegezh en abeg da se: an tad Gonzaga a felle dezhañ ez afe kuit Margherita hag an tad Farnese a gave e oa un dichekadenn hag a roas da c'houzout ne oa bugel ebet abalamour d'an ozhac'h yaouank na oa ket gouest d'ober bugale[1]. A-benn ar fin e savas a-du gant an torr-dimeziñ ha kaset e voe Margherita d'ar gouent.

An eil dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eleonora de' Medici.

Addimeziñ a reas Vincenzo d'ur geniterv, Eleonora de' Medici, 17 vloaz, merc'h da Francesco Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana. Ar plac'h avat he devoa ul lezvamm, Bianca Cappello, a oa bet kraouiet e-pad meur a vloaz dre ma oa pried-kleiz an dug, ha honnezh a gemeras he zro da vezhekaat Gonzaged Mantova, o devoa graet goap outi o kontañ e vije bet kourtizanez e Venezia, hag a c'houlennas ma vije diskouezet splann perzhioù nerzhus an danvez ozhac'h. Evit bezañ sur e vije graet mat an traoù e voe aozet ur gomision gant medisined ha diplomated.

Da gentañ e voe gwiriet ha gouest e oa an danvez ozhac'h da ziwerc'heziñ e bried, ha kement-se a voe graet e Ferrara, ma tegouezhas an dug leun a nerzh-kalon met ne badas ket pell e galetadenn. Hervez an dihelloù e voe ken gwan ha ken berr ma ne voe ket an dud ouiziek e-tailh da asuriñ e c'halle Vincenzo kas e zlead pried da benn.

Un abadenn all a c'hoarvezas neuze e Venezia d'ar 15 a viz Meurzh 1584. An amprouerez e oa Giulia Albizi[2], ur plac'h yaouank 21 bloaz, a oa bet prometet 3.000 skoed dezhi gant an Tiegezh Medici, hag ur pried da c'houde.

Da Vincenzo e oa ur c'hourdonadenn a-raok an eured. Nozvezh an abadenn e teuas an amprouad leun a fiziañs, lonket gantañ boued temzet kreñv e-leizh, brudet da vezañ "mat da gas c'hoant". E-lec'h kement-se avat e tapas un droug-kof spontus ma ne voe ket evit enoriñ an dimezell.

Ezhomm a voe da aozañ un abadenn all evit meritout an danvez gwreg. Testoù a sellas ha gouest e oa an danvez ozhac'h da gas an embarañ da benn, pegeit e oa kalc'h an dug, ha respontoù spis ar plac'h yaouank d'ar goulennoù graet outi goude an abadenn

Goude reiñ an holl brouennoù-se eus e nerzh e c'hallas Vincenzo addimeziñ d'an 29 a viz Ebrel 1584 d'e geniterv Eleonora de' Medici.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pieter Paul Rubens: Vincenzo I Gonzaga (en tu kleiz) ha Guglielmo Gonzaga (en tu dehou; part. della Pala della Trinità; Mantova, Palazzo Ducale).

C'hwec'h bugel o doe Vincenzo hag Eleonora :

Besterd en doe ivez, hag en zouez :

digant Agnese Argotta, gwreg Prospero del Carretto:

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kate Simon, I Gonzaga, p. 283 e pp. 284-285
  2. Mostra Vincenzo Gonzaga - Il Fasto del Potere | Mantova, 18 febbraio - 10 giugno 2012