FN P90
FN P90
Iskevrennad eus | personal defense weapon, mitrailhetenn |
---|---|
Brezel | Brezel ar Pleg-mor, Brezel Afghanistan (2001-2021), Brezel Irak, Mexican Drug War, Libyan Civil War |
Bro orin | Belgia |
Manufacturer | FN Herstal |
Munision | FN 5.7×28mm |
Lakaet er servij | 1991 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.fnherstal.com/index.php?id=268&backPID=262&productID=63&pid_product=294&pidList=262&categorySelector=4&detail= |
An FN P90, pe FN Project 1990, a zo ur bistolenn-vindrailher doare arm difenn personel (saozneg : personal defense weapon berraet e PDW) ijinet ha savet gant FN Herstal e Belgia. Savet e oa bet evel diskoulm d'ur goulenn a-berzh AFNA evit kemer plas an armoù 9 × 19 mm Parabellum. Ar P90 a oa bet savet evel un arm bihan met gant ur galloud-tennañ kreñv evit bourzhidi karbedoù, soudarded an dafariñ, nerzhioù ispisial hag an unvezhioù enep-sponterezh.
Savet e oa bet asambles ar pistolennoù FN Five-seven hag an FN P90 kement hag ar c'harger FN 5.7 × 28 mm. Ar P90 a oa bet embannet e 1990, hag ar Five-seven e 1998 evel pistolenn oc'h implij ar memes kartouchennoù 5.7 × 28 mm.