Estadio Centenario

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur gwel eus an Estadio Centenario

An Estadio Centenario zo ur sportva bet savet e Parque Batlle (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)) diwar dresoù an tisavour uruguayat Juan Antonio Scasso. Dibabet an anv anezhañ da lidañ an 18 a viz Gouere 1830, pa voe embannet kentañ bonreizh Uruguay, e tegemer ar savadur krogadoù mell-droad dreist-holl.

Kroget e voe da sevel d'an 21 a viz Gouere 1929 a-benn degemer krogadoù kentañ Kib vell-droad ar bed (13-30 a viz Gouere 1930). Abalamour d'ar glaveier a gouezhas a-bil war gêr-benn Uruguay e voe daleet al labourioù : ne voe digoret nemet d'an 18 a viz Gouere 1930 gant kentañ krogad skipailh broadel Uruguay ouzh hini Perou (bet gounezet 1-0 gant La Celeste[1]).

Ouzhpenn skipailh broadel ar vro a ra gantañ e vez feurmet an Estadio Centenario gwech an amzer gant kleuboù 'zo eus Montevideo : Peñarol ha Nacional.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.