Esperanza Rodríguez Cerdán

Eus Wikipedia

Esperanza Rodríguez Cerdán (Rascafría, proviñs Madrid, 21 Genver 1892 - Valencia, 1984) a oa ur skolaerez spagnol hag ur republikanez hag a gemeras perzh e brezel Spagn.

Deskiñ he micher a reas e skol normal León. Skolaerez e voe e Molleda, en Asturiez, en 1915. Er bloaz-se e tistagas ur brezegenn a oa anvet “Aptitudes de la mujer para las ciencias, artes e industrias. Modos de encauzarlas desde el hogar y la Escuela”, ma tiskoueze bezañ mennet da gas war-raok deskadurezh ar maouezed.

Entre 1929 ha 1936 e kelennas en Alameda del Valle (proviñs Madrid). E 1936 pa grogas ar brezel diabarzh e kemeras penn ur golonenn bugale aozet gant ar gouarnamant republikan (Eil Republik Spagn) en Murcia.

Pa echuas ar brezel e oa milisianez oc'h ober war-dro ar sevenadur en un ospital evit an arme en Benidorm ( proviñs Alacant). En miz Meurzh 1939 ez eas da repuiñ da Aljeria, hag e 1961 ez eas da chom da Bariz. Ne zistroas ket da Spagn a-raok 1982. Mervel a reas e Valencia daou vloaz goude.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fernández Alonso, Rebeca (2016). Esperanza Rodríguez Cerdán. La voz rebelde de una maestra sufragista, republicana y miliciana de la cultura. Benilde Ediciones. p. 450. ISBN 978-84-16390-06-9.
  • Fernández Alonso, Rebeca (2008). Avilés 1900-1939. Mujeres a contracorriente. KRK. p. 320. ISBN 978-84-8367-086-6.