Erg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un erg (diwar an arabeg عِرْق `irq) a zo un dezerzh tevennoù, pe, resisoc'h, un dachenn tevennoù na fiñvont ket. Na vez ken nemet an traezh a zo war c'horre a vez adstummet dibaouez gant an avel. Ma 'z eo bet dibabet ar ger erg evit komz en un doare geologel etrevroadel, ez eus gerioù all ivez : er Sahara, an Douareged a implij ar ger Edeyen. Al Libianed a lavar kentoc'h Ramla ; en Arabia hag en Azia kreiz, e lavar tud ar vro ar ger nefoud pe koum. 20% eus gorread ar Sahara a zo dindan stumm ergoù, kroget o deus d'en em ober e-pad prantad ar pleistosen. An darn vrasañ eus a re-se en em stumm e-barzh plegoù pe doulloù dre em zastum diwar zispennadurioù treuzkaset gant ar ouedoù. Pa vez glav, e c'hellont daspugn dour ar pezh a lak anezho d'ober peurvanoù. E barzh an ergoù en Aljeria, ar re brasañ a zo ar « Erg Meur ar C’hornog, Erg Meur ar Reter, Erg Igidi pe c’hoazh Erg Chech» hag en Niger ar hini brudetañ a zo Erg an Tenere.

Skeudenn tennet eus an egor eus Erg Issaouane (Dezerzh Sahara), Aljeria.
Skeudenn un erg