Er Reter d'an Heol hag er C'hornôg d'al Loar

Eus Wikipedia
E reter an heol hag e kornôg al loar
O tizoloiñ dremm ar gwaz kevrinus emañ ar werc'h.
Marvailh
Anv Er Reter d'an Heol hag er C'hornôg d'al Loar
Anv orin Østenfor sol og vestenfor måne
Data
Rummad
Aarne–Thompson
ATU 425A
("Ober klask d'ar pried kollet")
Bro Norvegia
Embann Norske Folkeeventyr
gant Peter Christen Asbjørnsen
ha Jørgen Moe
Damheñvaladur Eros ha Psyc'he
Ar Goantenn hag al Loen
Gwennerc'h ha Rozenn Ruz

Er Reter d'an Heol hag er C'hornôg d'al Loar (norvegeg: Østenfor sol og vestenfor måne) zo ur marvailh norvegat.

Dastumet e voe gant Peter Christen Asbjørnsen ha Jørgen Moe. Klotañ a ra gant rummad 425A Aarne–Thompson ("klask ar pried kollet"). Graet e vez "Priñs Hat dindan an douar" eus ar stumm svedat. Gallout a rafe dont eus ur stumm damheñvel ouzh "Kupidon ha Psyc'he" en Azen aour, hag a awenas kontadennoù arall evel "Ar Goantenn hag al Loen".

Lakaet e voe el levr The Blue Fairy Book (1890), skrivet gant Andrew Lang .

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un arzh gwenn a dostaas ouzh ur c'houer kaezh hag a c'houlennas ma c'hallfe roiñ dezhañ e verc'h yaouankañ; en eskemm e lakay pinvidik an den. Ar verc'h a nac'has ar c'hinnig er penn kentañ, mes he zad a gendrec'has anezhi. He c'has a reas an arzh en ur c'hastell strobinellet . Da noz e troas an arzh en ur gwaz. Hogen biskoazh ne welas-hi anezhañ en e stumm denel peogwir en devoa lazhet ar gouloù a-raok e zonedigezh, ha mont kuit a-raok tarzh an deiz.

An arzh gwenn o tougen e zanvez gwreg. Skeudenn eus The Blue Fairy Book gant Henry Justice Ford.

Pa grogas ar plac'h bout tapet gant poan he bro e voe aotret gant an arzh distroiñ d'ar gêr tra ma tou ne gomzay ket gant he mamm he-c'hunan, hogen nemet pand eh eus tud tro-war-dro. Degemeret mat e voe ar plac'h gant he ziegezh pand eo degouezhet en-dro, daoust ha felle kreñv d'ar mamm komz ganti o-unan. Ar vamm a zeuas a benn lakaat e verc'h lavar dre vunud petra a oa degouezhet gant ar gwaz edo o kousket en he c'hichen da noz . Ar vamm a eilgerias e c'hallfe an arzh bout un troll, hag e roas ur gantol d'he merc'h o lavar e vefe gwell dezhi lakaat ar gouloù da noz da welet piv edo o kousket ganti, hep skuilhañ koar warnañ.

Ar plac'h o terc'hel ur gantol da daolañ ur sell ouzh ar gwaz kevrinus. Skeudennaouet gantJohn Batten evit Europa's Fairy Book skrivet gant Joseph Jacobs(1916).

Ar plac'h a reas ar pezh goulennet gant he mamm hag ur bam e oa dezhi pa welas e oa an arzh ur priñs hollgaer. Karantez he devoe tapet outañ hag e pokas anezhañ en ur skuilhas teir zakenn koar warnañ. Aze e tihunas ar priñs hag e lavaras e oa dav dezhi gortoz ur bloaz a-bezh a-roak e zizoloiñ evit ma c'hallje bout dieub. Mes bremañ e vo dav dezhañ distroiñ d'e lezvamm drouk, ma annez ur c'hastell e reter an heol hag e kornôg al loar, ha dimeziñ gant he merc'h divalav, un troll.

D'ar beure e welas e oa aet diwar well ar c'hastell. Kerkent e yeas da glask ar priñs. En ur dremen ar menezioù e kavas ur vaouez gozh o c'hoari gant un aval aour. Aze e c'houlennas digant ar gozhig ma anaveze marteze e-men emañ ar c'hastell etre reter an heol ha kornôg al loar. Ar vaouez ne c'halle ket he respont, hogen ur marc'h a voe roet dezhi ganti da vont da welet un amezegez a c'hallfe he sikour, hag e roas dezhi an aval aour. En tu-hont d'ar menez emañ an amezegez, hag ur gribell aour a zo ganti. Hi n'anavez ket ar wenodenn davet ar c'hastell naket, mes ur marc'h arall hag he c'hribell a roas d'ar plac'h. Ar marc'h-se a hentas anezhi betek an deirvet maouez ma n'anavez ket an hent kenebeut, mes ur marc'h nevez arall a roas dezhi gant ar rod-nezañ edo o labour gantañ. Davet Avel-ar-Reter e kasas ar marc'h anezhi.

Biskoazh eo bet Avel-ar-Reter er c'hastell e reter an heol ha kornôg al loar, hogen ambroug a reas anezhi da gomz gant Avel-ar-C'hornôg. Hag a-gevret e yejont da welet Avel-ar-Su. Ha gant Avel-ar-Su e kerzhjont davet Avel-an-Norzh evit an hevelep abeg. Avel-an-Norzh a lavaras e oa aet skuizh-marv ur wezh o c'hwezhañ ouzh un delienn d'he c'has davet ar c'hastell-se, mes he ambroug a ray betek al lec'h-se ma fell kreñv dezhi. Mennet bras e oa ar plac'h, ha sed bremañ Avel-an-Norzh hag ar plac'h o nijal a-us ar mor da vont di.

Avel-an-Norzh o tougen ar werc'h da dreuziñ ar mor brouezet, skeudenn eus The Blue Fairy Book skrivet gant Henry Justice Ford.

D'ar beure goude bout degouezhet er c'hastell e krogas ar plac'h c'hoari gant an aval aour. O welet anezhi gant an aval e tostaas ar briñsez-troll da lavar dezhi he devoa c'hoant prenañ he aval eviti . Ar plac'h a asantas nemet ma c'hallfe tremen un nozvezh gant ar priñs. Ar briñsez a savas a-du gant an emglev, mes ur bannac'h dramm-hun a reas ha lakaat ar priñs d'e evet. Dibosubl e voe gant ar werc'h dihuniñ ar priñs, hag an hevelep tra zo c'hoarvezet en eil nozvezh pa voe eskemmet ar gribell aour evit un nozvezh ouzhpenn. Mes ar wezh-mañ e voe klevet he hirvoudoù hag he goueloù gant an dud karc'haret er c'hastell. Hag an deiz war-lec'h e tanavelljont ar pezh o devoa klevet d'ar priñs. D'an teirvet noz e savas a-du en-dro ar briñsez-troll evit eskemm an nozvezh gant ar rod-nezañ aour. Hag ar wezh mañ ne voe ket evet an dramm gant ar priñs ha neuze e tihunas pa zegouezhas ar werc'h d'e welet.

Ar priñs a lavaras dezhi penaos e c'hallfe er savetaat: Diskleriañ a ray e timezo-eñ gant hini a c'hallo diverkañ an teir saotrenn koar a zo war e roched, hag aze ne vo ket gallus d'an drolled, evel e vamm-gaer hag he merc'h, gwalc'hiñ anezho. Neuze e c'halvo ar werc'h d'er ober hag hi a c'hallo. Pep tra a dremenas evel ma oa lavaret hag an drolled a darzhas dre ar c'hounnar a savas enno. Torriñ a reas ar strobinell hag ar priñs a c'hallas bale bro d'an deiz en e stumm denel. Dieubet e voe tud ar c'hastell e reter an heol ha kornôg al loar gantañ hag e wreg, ha mont a rejont kuit alese en ur gemer an holl aour hag argant a oa du-mañ.

Skeudennoù gant Kay Nielsen (1914)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]