Enez Veur Douar an Tan

Eus Wikipedia

Sede pelec'h emañ Enez Veur Douar an Tan.
Tour-tan Les Éclaireurs, e Douar an Tan.
Lago Fagnano e Douar an Tan.

Enez Veur Douar an Tan (Isla Grande de Tierra del Fuego‎ e spagnoleg), eo anv enezenn vrasañ Enezeg Douar an Tan e beg suañ Suamerika, etre ar Meurvor Habask er c'hornôg hag ar Meurvor Atlantel er reter. Strizh-mor Magalhães a ra an disparti etrezi hag ar c'hevandir, en hanternoz dezhi.

47 992 km² eo gorread an enez. An 29vet enezenn vrasañ er bed eo.

Menezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menez Darwin eo ar menez uhelañ, 2 488 m dezhañ, e Chile.

Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ushuaia eo ar gêr vrasañ, ha Río Grande goude, o-div en Arc'hantina.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo an enez etre div vro, Chile er c'hornôg hag Arc'hantina er reter.