Emmylou Harris

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emmylou Harris o seniñ en Ahoy, Rotterdam, Izelvroioù, e 2006.

Emmylou Harris, ganet d'an 2 a viz Ebrel 1947, e Birmingham, Alabama zo ur ganerez stadunanat a gan country, folk, rock. Skrivañ kanaouennoù ha seniñ gitar a ra ivez, ha kanañ gant kanerien all en abadennoù pe enrolladurioù.

Kanet he deus gant kanerien country e-leizh evel-just, Dolly Parton, Carlene Carter, Linda Rondstadt, Sheryl Crow, Tracy Chapman, hag ivez gant The Chieftains.


He fladennoù [kemmañ]

Emmylou Harris o kanañ e 2005 e San Francisco en Hardly Strictly Bluegrass Festival .

Kavet e vo roll he fladennoù en ur pennad hir gouestlet d'hec'h oberennoù er wikipedia saoznek [1]

Menegiñ a c'haller memes tra, e 1987, an albom Trio, gant Dolly Parton ha Linda Ronstadt .