Mont d’an endalc’had

Emgann Soissons (718)

Eus Wikipedia
Emgann Soissons

Maread 718
Lec'h Soissons,Bro-C'hall
Disoc'h trec'h Karl ar Morzhol
Emgannerien
Karl ar MorzholChilperig II
Ragenfrid
Odo Meur
Pennoù-brezel
Karl ar MorzholRagenfrid
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav


Emgann Soissons 718 a oa emgann diwezhañ ar brezel diabarzh a heulias marv Pepin Herstal roue (?) ar Franked. Adalek miz Du 714 e vrezele Karl ar Morzhol, Theudoald, mab-bihan Pepin, Plektrud, e intañvez, Ragenfrid, maer palez Neustria ha Chilperic II, roue ar Franked, evit kemer penn ar rouantelezh.

Goude emgann Vincy, Chilperig II ha Ragenfrid, a oa bet faezhet gant Karl ar Morzhol a en em glevas gant Odo Veur eus Akwitania ha war-du Soissons e kerzhjont. Ouzh o gortoz edo Karl ar Morzhol avat, gant ul lu soudarded c'hourdonet a chomo an darn vrasañ anezho feal dezhañ a-hed o buhez. O faezhañ a reas Karl e-kichen Soissons. Tec'hout a reas Ragenfrid da dTeurgn tra ma repuas ar Roue hag Odo en Akwitania.

Odo a sinas ar peoc'h gant Karl nebeud goude ha daskoriñ a reas Chilperig. Ragenfrid a anavezas galloud Karl.