Emgann Natanleag

Eus Wikipedia
Emgann Natanleag

Adsavadur un tokarn saoz
Maread 508
Lec'h Netley, bro-Saoz
Disoc'h trec'h ar Gewissae
Emgannerien
Caer GwynntguigGewissae
Pennoù-brezel
NuddCerdic Wessex
Cynric Wessex
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

Hervez ar c'hronik angl-ha-saoz e vije bet trec'h Cerdic eus Wessex, na oa anezhañ nemet ur penn-brezel d'ar mare-se, war ur roue brezhon, Natanleod e anv, tost d'al lec'h m'emañ kêriadenn Netley hiziv. 5000 a dud en defe lazhet.

Her Cerdic 7 Cynric ofslogon ænne brettisccyning, þam was nama Natanleod, 7 .v. þusendu wera mid him. Æfter was þæt lond nemned Natanleaga oþ Cerdicesford.
Amañ e lazhas Cerdic ha Cynric ur roue brezhon, Natanleod e anv, ha V mil a dud gantañ. Goude-se e voe anvet Natanleod al lec'h-se betek Cerdicesford

Kudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abegoù zo da ziskrediñ ar c'hronik, avat.

  • Ar sifroù roet gantañ zo faltazius. 5000 a dud a vefe un arme divent evit ar mare-hont. En emgann Hastings n'en doa Harold Godwinson, roue Bro-Saoz a-bezh, nemet 7000 - 8000 a dud.
  • Diwar anv lec'h an emgann e voe anvet ar roue brezhon faezhet. "Lec'h Gleb" a dalvez Natanleag.
  • Penn ar Saozon, Cerdic, en deus un anv brezhon. Diaes eo neuze krediñ ar c'hronik angl-ha-saoz pa lâr e oa penn ur strollad Saozon o paouez dilestriñ e Hampshire.
  • Hervez Gweltaz e oa echu ar brezelioù gant ar Saozon e derou ar VIvet kantved, ar pezh ne glot ket mat gant al listenn a drec'hioù roet gant ar c'hronik angl-ha-saoz.

Ne dalvez ket an traoù-se ne oa ket bet eus un emgann e Natanleag met un darvoud lec'hel e voe moarvat. Enebiñ a reas, war a seblant, ur penn-brezel brezhon eus rannvro Southampton, Cerdic, ouzh unan eus e amezeien, Nudd e anv. Kemmesket gant soudarded saoz e oa lu Cerdic, moarvat, ha saoznekaet e voe ar rouantelezh a savas.

Pouez istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moarvat ne voe ket kavet pouezus emgann Natanleag gant kempredidi Cerdic. En aotren a reas da sevel ur riez vihan hag a yelo da Wessex, avat. Ur pouez istorel bras a voe gantañ daoust ma voe dister e efedoù diouzhtu.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]