Cynric Wessex
Cynric Wessex a oa roue Wessex eus 534 da 560. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe bet erruet en Enez Vreizh asambles gant e dad - pe e dad-kozh - Cerdic e 495 met n'eo ket gwirheñvel tre, rak an dra-mañ a dalvefe a oa ur c'hadour oberiant da 70 bloazh.
Orin [kemmañ]
Hervez al listenn roueel e deroù ar C'hronik angl-ha-saoz e vefe mab da Cerdic pe mab d'e vab, Creoda Wessex. Ur ster en deus e anv en hensaozneg met predeneg e c'hellfe bezañ ivez. Ur stumm saoznekaet eus Cunorix e vefe. E liv ar C'hronik angl-ha-saoz]] evel dad Ceawlin met an dra-mañ a c'hellfe bezañ un adstag diwezhat graet da liammañ Ceawlin ouzh tiernelezh Cerdic.
Buhez [kemmañ]
Dre ar C'hronik angl-ha-saoz hepken e anavezer buhez Cynric.Searobyrig, e-kichen Salisbury eñ-defe skrapet digant ar vrezhoned e 552 met diskouez ar ra e voe niverus c'hoazh ar saksoned er rannvro-se d'an ampoent-ont ha posubl eo e oa Searobyrig un emgann difenn. Posupl eo ivez e oa Cynric ur penn-brezel brezhon o stourmañ ouzh ar saksoned o terc'hel Searobyrig.
E 556 en defe stourmet ouzh brezhoned e Beranburh asambles gant Ceawlin met n'eo ket sklaer hag eñ-doa gounezet.
Liammoù diavaez [kemmañ]
Testenn ar C'hronik Angl-ha-Saozon o tanevellañ istor Cynric
| En e raok: Cerdic (Wessex) |
Roue Wessex |
War e lerc'h: Ceawlin |