Emgann Arawe

Eus Wikipedia
Emgann Arawe
emgann
Rann eusBrezel ar Meurvor Habask Kemmañ
Lec'hArawe Kemmañ
Daveennoù douaroniel6°9′16″S 149°2′13″E Kemmañ
DeiziadKerzu 1943 Kemmañ
Deiziad kregiñ15 Kzu 1943 Kemmañ
Deiziad echuiñ24 C'hwe 1944 Kemmañ
PerzhiadStadoù-Unanet Kemmañ
Map

Emgann Arawe (brudet ivez evel Operation Director) a oa bet stourmet etre nerzhioù lu ar Gevredidi ha re Impalaeriezh Japan e-kerzh Kampagn Preden-nevez e-pad an Eil Brezel-bed. An emgann a oa bet ul lodenn eus an Oberiadur-brezel Cartwheel. Ar pal a oa harpañ, dre sevel un taol diduellañ dres a-raok, an dilestradeg war Cape Gloucester e fin miz Kerzu 1943.

Nerzhioù lu Japan a oa o c'hortoz un dagadenn Gevredet e kornôg Preden-Nevez hag a oa o kreñvaat al lec'h difennerezh pa oa bet dilestradeg ar Gevredidi en Arawe d'ar 15 a viz Kerzu 1943. Goude ur mizvezh emgannoù gant ehanoù lies e oa bet kaset ar Japaniz kuit gant ar Gevredidi.

Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan