Eizhbit

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur pakad eizh bit eo a anver eizhbit en urzhiataerezh, da lavaet eo ul liesbit (byte e saozneg) 8 bit ennañ.

Framm un eizhbit[kemmañ]

Unanenn ar sifroù en niveriñ diazez daou eo ar bit : 20 = 1, kentañ talvoudegezh goude 0 er reizhiad daouredel (diazez 2).
Pa ne c'hall ur bit bezañ kevatal nemet da 0 pe da 1 e c'hall un eizhbit kemer forzh pe dalvoudegezh etre 00000000 ha 11111111.

Ur pouez a roer da bep bit un eizhbit, hervez e c'halloud er reizhiad daouredel : ar bit gwanañ a dalvez 20, ar bit kreñvañ o vezañ an hini kentañ war an tu kleiz – ar bit muiañ pouez a reer anezhañ [1] ; kement ha 27 eo e bouez.
Bez' e c'heller treiñ pouez un eizhbit er reizhiad dekredel (diazez 10) hervez an daolenn amañ da heul :

Pouez ar bitoù en un eizhbit
Bit
1
Bit
2
Bit
3
Bit
4
Bit
5
Bit
6
Bit
7
Bit
8
Pouez daouredel 27 26 25 24 23 22 21 20
Pouez dekredel 128 64 32 16 8 4 2 1
  • Diwar an daolenn-se e c'heller kendastum eo pouez an eizhbit 00000000 kement ha 0 er reizhiad dekredel, pa dalvez 11111111 kement ha 128 + 64 + 32 + 16 + 8 + 4 + 2 + 1 = 255.

Treiñ un niver dekredel en un eizhbit[kemmañ]

Ne c'haller treiñ nemet an niveroù dekredel etre 0 ha 255 en un eizhbit. Evit ober kement-se ez eo trawalc'h c'hoari gant pouez pep bit. Da skouer :

  • Treiñ 247 :
247 zo brasoc'h eget 128, neuze e vo 1 ar bit kentañ (ar bit muiañ pouez) ; chom a ra 247 - 128 = 119
119 zo brasoc'h eget 64, neuze e vo 1 an eil bit ; chom a ra 119 - 64 = 55
55 zo brasoc'h eget 32, neuze e vo 1 an trede bit ; chom a ra 55 - 32 = 23
23 zo brasoc'h eget 16, neuze e vo 1 ar pevare bit ; chom a ra 23 - 16 = 7
7 zo bihanoc'h eget 8, neuze e vo 0 ar pempvet bit
7 zo brasoc'h eget 4, neuze e vo 1 ar c'hwec'hvet bit ; chom a ra 7 - 4 = 3
3 zo brasoc'h eget 2, neuze e vo 1 ar seizhvet bit ; chom a ra 3 - 2 = 1
1 zo kevatal da 1, neuze e vo 1 an eizhvet bit.
> 1 1 1 1 0 1 1 1 eo an eizhbit a dalvez kement ha 247
Aes eo gwiriañ : 128 + 64 + 32 + 16 + 4 + 2 + 1 = 247, pe : 255 - 8 (bit lakaet da 0) = 247.

Implij an eizhbitoù[kemmañ]

Mard eo ar bit elektron an hollved niverel ez eo an eizhbit an atom anezhañ. Implijet e vez war kement live a zo er stlenneg : en ho urzhiataer, en ardivink a zo etre ho urzhiataer hag ho rouedad pellgehenterezh, etre ar rouedad-se ha hini an Internet, betek e diabarzh urzhiataerioù bras a herberc'h Wikipedia evidoc'h. Setu amañ un nebeudig eus an traoù a dremen dre eizhbitoù en ho puhez niverel :

  • Eñvor ho urzhiater zo mentet dre eizhbitoù
Heñvel a-walc'h eo muzul an eñvorioù elektronek ouzh hini ar gorreadoù hag an dalc'hoù, nemet e krog dre kilo hag e kresk a-viliadoù : komzet e veze eus kilo-eizhbitoù (kE) e deroù ar stlenneg, 1 kE o talvezout 1024 eizhbit. Buan eo kresket dalc'h an eñvorioù, setu e voe kontet e mega-eizhbit (1 ME = 1024 kE), neuze e giga-eizhbit (1 GE = 1024 ME) ha bremañ e konter e tera-eizhbit (1 TE = 1024 GE). Bez' ez eus dija eñvorioù e Peta-eizhbit (1 PE = 1024 eizhbit).

> Perak 1024 ha n'eo ket 1000 evel evit ar gorreadoù, da skouer ? Abalamour ma talvez 1024 kement ha 210, evel-just : daouredel da vat eo bed an urzhiataerezh betek-henn.

  • Skrivañ a rit eizhbiteg
An arouezennoù a skoit war ho touchennaoueg a vez enboneget dre eizhbitoù hervez an doare UTF-8 peurliesañ.
  • Gwelet a rit eizhbitoù
Dre eizhbitoù e vez boneget al livioù a welit war ho skramm. Ha c'hoant hoc'h eus da welet al liv orañjez dre eizhbitoù ? Setu : WWWWWWWWWWWW.
Mar gallit sellet ouzh chadennoù skinwel dre ho urzhiataer ez eo abalamour ma teuont betek ennañ gant pep a chomlec'h IP — ha ma vez unan gant hoc'h ardivink ivez.
  • Tremen a rit dre eizhbitoù
Ar chomlec'hioù IP (Internet Protocol) e ya 4 eizhbit d'o sevel. Unan (da nebeutañ) zo en ho urzhiataer, hag evit lenn ar bajenn-mañ ez oc'h tremenet dre ret dre un ardivink 192.168.1.1 e chomlec'h dekredel, 11000000.10101000.00000001.00000001 en eizhbitoù.
  • Komz a rit eizhbiteg
Kement tra a rit gant ho pellgomz hezoug zo troet en eizhbitoù — ho mouezh zoken.

Ar bit (20) a oa e penn kentañ ar bed niverel ; buan eo deuet re bounner da embregiñ, alese krouadur an eizhbit (23). Setu an eizhbit deuet re bounner d'e dro, pa ne baouez ket an ezhommoù ag eñvor hag a dizh da greskiñ, setu emeur o klask sevel ur reizhiad nevez a vije diazezet war ar *c'hwezekbit (24) pe uheloc'h. Marteze ivez e tremenor d'ur reizhiad pevaredel pe uheloc'h.

Notennoù[kemmañ]

  1. ÉTIENNE Guy, Geriadur ar stlenneg, Preder, Plomelin, BZH, 1995 ISBN 978-2-901383-14-7