Eadbald Kent

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Eadbald eus Kent)
Eadbald Kent
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEadbald Kemmañ
Deiziad ganedigezh6. century Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv20 Gen 640 Kemmañ
Lec'h ar marvtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h douaridigezhSt Augustine's Abbey Kemmañ
TadÆthelberht Kemmañ
MammBertha of Kent Kemmañ
Breur pe c'hoarÆthelburh of Kent Kemmañ
PriedEmma of Austrasia, unnamed queen of Kent Kemmañ
BugelEormenred of Kent, Eorcenberht of Kent, Eanswith Kemmañ
Michermonark Kemmañ
Pezh moneiz gant penn Eadbald eus Kent.

Eadbald (hensaozneg : Eadbald) a oa roue Kent etre 616 hag e varv e 640. Mab e oa da Æthelberht ha da Bertha, unan eus merc'hed ar roue frank Charibert.

Æthelberht en doa graet eus Kent ur rouantelezh c'halloudus e Bro-Saoz e-kerzh e ren ha bet e oa ar c'hentañ Angl ha Saoz liesdoueek o treiñ d'ar gristeniezh. Pa erruas Eadbald e penn ar rouantelezh e voe da gentañ ur giladenn evit an Iliz, dre ma oa chomet stag ouzh ar relijion liesdoueek ha ne cheñchas relijion nemet goude bloaz d'an nebeutañ pe goude 8 vloaz hepken hervez ar mammennoù. Troet e oa da gristen ha badezet gant Laurentius pe Justus. Dizimeziñ a reas diouzh e gentañ gwreg a oa ivez e lezvamm, dre bouez an Iliz. Eil gwreg Eadbald, Emma, a vije bet ur briñsez Frank. Daou vab o doa bet, Eormenred hag Eorcenberht, hag ur verc'h, Eanswith.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok Æðelberht I

Roue Kent

616-640

War e lerc'h Æðelwald