Eadberht III Præn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eadberht III Præn a oa roue dizalc'h diwezhañ Kent. Ren a reas eus 796 da 798, e-pad un emsavadeg a-enep Mercia. War a seblant en-doa renet Offa Mercia Kent en un doare reizh eus 785 da 796 [1] met goude e varv e perc'hennas Eadberht ar vro[2]. En harlu e oa bet dindan gwarez Karl-Veur ha skoazellet e oa e emsavadeg gant ar Franked moarvat[3].

Arc'heskop Canterbury, Aethelheard, a oa war-du Mercia, a dec'has kuit e-pad an emsavadeg. Cœnwulf of Mercia en-doa ur c'henskriverezh gant ar pap Leo III diwar-benn stad an Iliz e bro-Saoz hag asantiñ a reas hemañ e-barzh unan eus e lizhiri ouzh aloudabeg Kent. Eskummunugiñ a reas Eadberht rak ur beleg e oa bet [3]. Coenwulf a adaloubas Kent e 798 ha tapout a reas Eadberht.Hervez un eilstumm nevez eus ar C'hronik Angl-ha-Saoz e oa dallet ha troc'het e oa e zaouzorn [4]. Hervez Roger of Wendover, avat, e voe frankizet diwezhatoc'h.

Daveoù[kemmañ]

  1. Frank Stenton, Anglo-Saxon England (1943, 1971, 1998 Oxfhttp://ord paperback), pages 207–208.
  2. The Anglo-Saxon Chronicle, manuscript A, year 794 (796). Translation by Michael Swanton, 1996.
  3. 3,0 3,1 D. P. Kirby, The Earliest English Kings (1991, 2000), pages 147–149.
  4. The Anglo-Saxon Chronicle, manuscript E, year 796 (798). Translation by Michael Swanton, 1996.


En e raok:
Offa
Roue Kent

796 - 798
War e lerc'h:
Cuthred Kent